I
- Konje, tad ha mamm c'houlennan,
Ewit monet da bardonan;
D'ar pardon braz da Landreger,
Mont 'raï iwe ma breur-mager;
Mont 'raï iwe ma breur-mager,
Hag holl dut iaouank ar c'hartier. -
- D'ar pardon-braz na iefet ket,
Rag 'ma nn awell di-war 'r Ieodet.
Maleuriou braz 'zo c'hoarvezet,
Ur vagad tud a zo beuzet;
Zo beuzet 'r vagad tud iaouank,
A oa en-hi ur seiz ha kant !
Hep na nouenn na zakramant,
Ha beza beleïenn prezant !
Muia a roë din true,
Oa ur vroeg-iaouank oa 'nn ez-he;
Oa ur vroeg-iaouank oa 'nu ez-he,
A oa o tougenn bugale !
Pa 'z ee ar vag da fonz ann dour,
A pede Doue d'hi zikour;
A pede Doue d'hi zikour,
Ha zant Matelinn Moncontour. -
- Aotro sant Matelinn Moncontour,
'Zo mestr ann awell hag ann dour,
Preservet din ma inosant,
'Zo 'n fonz ar mor hep badeziant
Ha me reï dac'h un donezon
A vezo kaer de ho pardon :
Me a reï d'ac'h ewit prezant
Ur c'haliz aour, ur zakramant ;
Me a reï d'ac'h ur bannier-gwenn,
Gart seiz kloc'h-arc'hant ouz pep-penn
Gant seiz kloc'h-arc'hant ouz pep-penn,
Hag ur c'har balenn d'hen dougenn
Me a reï d'ac'h ur bannier-ru,
A vo alaouret en daou-du;
Me a reï d'ac'h ur c'houriz-koar,
Hag a reï ter zro d'ho touar;
Ter d'ho pered ha ter d'ho ti,
Ha ter da c'har ar grusifi ;
Ha ter da c'har ar grusifi,
Ha war ann aoter d'allumi ! -
N'oa ket hi gir peurlavaret,
En aod sant Iann a oa rentet.
Gant hi bugel war hi barlenn,
En aod sant Iann, war an dreazenn;
En he dorn ur bar bizinn-glaz,
D' zizkouez 'oa ganet er mor-braz.
A-vriad en-han 'z eo kroget,
Ha d'ar ger gant-han ez eo et.
Er ger gant-han p'eo arruet,
En he wele deuz-han laket:
- Chomm aze brema, m' bugel-me,
Me ia d' Voncontour adarre,
Diarc'henn, dilour, war ma zroad,
War ma daoulinn mar hallann pâd! -
II
En Moncontour p'eo arruet,
Ter dro d'ann iliz a deuz gret;
Ter dro d'ann iliz a deuz gret,
Hag euz ar goad 'vije c'heuillet;
Euz hi daoulinn koeze ar goad,
Ann daelou euz hi daoulagad!
- Aotro sant Matelinn benniget,
Antrenn 'n ho ti na hallann ket,
Serret-kloz eo ho torojou,
Kerkoulz evel ho prennestrou..... -
N'oa ket hi gir peurlavaret,
Ar c'hleïer d' zoon 'zo komanset.
Ma lare holl dut ar c'hontre :
- Ur mirakl-bennag 'zo 'darre!
Ur mirakl-bennag 'zo 'darre,
Sant Matelin a ra bemde ! -
Ann or-dal d'ez-hi 'zo digorret,
Ar procession hi c'homerret;
Ar prosession hi c'homerret,
Hag hi c'halon a zo rannet !
Doue d' bardono ann anaon,
'Man hi c'horf-paour war ar var'-skaon
Setu hi liennet, laket 'n hi be,
Bennoz Doue war hi ine ! -
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)