I
Loeiz ar Chevrant zo 'r paotr a dan
A ya bremañ (ou : bemnoz) goude e goan
Al laer miliner laer, laer, laer !
Al laer miliner, miliner laer !
A ya bemdez goude e goan
Da glask e gezeg e-unan
Ha pa oa o vont gant an hent
Kavas ur plac'h war e arbenn
- O plac'h yaouank, din leveret
'Pefe ket gwelet va c'hezeg ?
- C'hwi ne n'oc'h ket o klask kezeg
Gwell e ganeoc'h kavet merc'hed
II
- Bonjour ha joa barzh en ti-mañ
Drebet o koan war a gredan
- Ya Loeiz, drebet eo koan gane
Savit 'ta d'an nec'h da domme
- 'M eus ket a riv evit bremañ
Gwell eo ganin-me chom amañ
Gwell eo ganin-me chom amañ
Sikour va mestrez da nezañ
Laket e zorn war benn he glin :
Ar plac'h na rae nemet c'hoarzhin
Laket e zorn war he barlenn
Voe distignet ur pech bihen
Loeiz a reas ur griadenn forzh
Hag en ul lamp, e-barzh ar porzh
Dre ma 'z ea Loeiz gant an hent
Hen heuliet dre roudoù an dent
Dre ma 'z ea Loeiz gant ar c'hoad
Hen heuliet dre roudoù ar gwad
Hag er ger pa 'z eo erruet
D'e vammig kaezh en deus kontet :
- Va mammig kaezh, mar va c'haret
Grit din ur banne soubenn laezh
Rag va c'halon a zo diaes
Kregiñ a ra kiez va mestrez
III
Meur a wech em eus da gelennet
Diwall oc'h diadreñv ar c'hezeg
Diwall oc'h diadreñv ar c'hegeg
Ha oc'h diaraog da vestrez.
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)