I
Ha glevas-te, ha glevas-te
Pezh a lavaras den Doue
D'ar Roue Gralon en Is be ?
"Arabat eo en em barat !
Arabat eo arabadiat !
Goude levenez, kalonad !
Neb a beg e kig ar pesked
Gant ar pesket a vo peget
Ha neb a lonk a vo lonket
Ha neb a ev, ha gwin a vesk,
A evo dour evel ur pesk
Ha neb na oar a gavo desk"
II
Ar Roue Gradlon a venne :
"Koanourien da, da eo ganin
Monet da gouskiñ ur banne
- Da gouskiñ afec'h antronoz
Manet-hu ganeomp fenoz
Hogen pa vennit-hu, bennozh !"
Serc'heg a gomze war ma oue
Flourik-flour ouzh merc'h ar Roue :
"Klouar Dahut, nag an alc'houez ?
- An alc'houez a vezo tennet
Ar puñs a vezo dibrennet
Pezh a youlit-hu ra vo graet !
III
Hag an neb en defe gwelet
Ar Roue kozh war e gousked
Meurbet vije bet souezhet
Souezhet gant e bali moug
Hag e vlev gwenn-kann war e choug
E alc'houez aour e-kerc'h 'n e c'houg
Neb a vije bet er c'hedenn
En defe gwelet ar verc'h wenn
Goustad o vont tre, diarc'hen
Tostaat 'rae ouzh he zad roue
Ha war he daoulin 'n em stoue
Ha riblañ 'rae sug hag alc'houez
IV
Atav e hun, e hun an ner
Ken a gleved hed al laouer :
"Laosket ar puñs ! beuzet ar gêr !
- Aotrou Roue ! sav diallen !
Ha war da varc'h ! ha kuit a-grenn !
Ma'r mor o redek dreist e lenn !
Bezet milliget ar verc'h wenn
A zialc'houezas, goude koan,
Gorre puñs Kêr-Iz, mor termen !
V
"Koadour, koadour, lavar din-me,
Marc'h gouez Gradlon a welas-te
O vont e-biou gant ar saon-mañ ?
- Marc'h Gradlon dre ma na welis
Nemet en noz du e glevis
Trip-trep, trip-trep, trip-trep ; tan-tizh !
- Gwelas-te morverc'h, pesketour,
O kribañ he blev melen-aour
Dre an heol splann, e ribl an dour ?
- Gwelout a ris ar morverc'h wenn ;
M'he c'hlevis o kanañ zoken
Klemmvanus tonn ha kanaouenn"
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)