Yannig Herri a lavare
D'e dad, d'e vamm war ar beure (pe) un deiz a oe
« N'hellan na lenn na studial
Gant trouz ar c'hirri da ne'añ
Gant trouz ar c'hirri da ne'añ
Ar merc'hed yaouank o kanañ
War 'r c'harr-nesañ da doull an nor
Emañ ma dous Mari Priol
Dont 'ra d'am c'hambr da divizañ
N'euz forzh penaos en he c'harañ
Seiz vloaz zo ma omp dimezet
Poent eo dimp be'añ eureujet
Mont 'ran d'ar Spagn davit madoù
Pa vin en-dro m'he eureujo »
Yannig Herri a lavare
D'e vamm un deiz deus ar beure
« P'antreo Mari en ho ti
Diskouet dezhi an disparti
- Mar deu Priol e-barzh 'n 'em zi
Me zistago warni ma c'hi
Paneveti te oa Beleg
Ha bremañ sur ne vezi ket »
Yannig Herri a lavare
War ar mor bras pa 'n ambarke
« Triwec'h tenn kanol a loskin
Ha triwec'h all pa retornin »
Yannig Herri a lavare
D'e baj bihan hag a neuze
« Pajig bihan, kemer ar boan
Mont war ar wernenn uhellañ
Mont war ar wernenn uhellañ
Da welet pelec'h ez omp amañ »
Mont 'ra ouzh krec'h en ur ganañ
Dont 'ra e traoñ ouzh 'n ur ouelañ
« Ne welan na douar na ti
Met ur vatimant d'an Durki
Ruz e gwernioù evel ar gwad
Seblant a ra klask ar gombad
- Yannig Herri, din o leret
Deus a betra e oc'h karget ?
- Deus a betra e on karget
Se ouzhoc'h Turki ne sell ket »
An Turki bras a c'houlenne
Deus ar paj bihan hag a neuze
« Pajig bihan, din o leret
Deus a betra e oc'h karget ?
- Ni zo karget deus krec'h ha traoñ
Eus alamandez hag a graoñ
- C'hwi zo karget a win Bourgogn
Deomp da c'hoari sabrenn, ma mignon »
C'hoari sabrenn eo komañset
Yannig Herri en deus kollet
Kollet e vadoù, e vuhez
E vuhez hag e garantez.
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)