Devezh mat dit kloaregig, meurbet out dizoursi
Emañ dimet da vestrez o chom e Kerdangi
Emañ dimet da vestrez hag aet he santimant
Gant un offredour yaouank deus a gêr a Wengamp
Ar c'hloaregig pa glevas a savas prontamant
Ma lare d'e vevel bras dre ur gomandamant
Dibr din-me ma inkane, ro kerc'h de'i da zebriñ
Me a rank mont en noz-mañ da lojañ e Kerdangi
Kerdangi p'oe arruet voent ouzh taol o koaniañ
Ma zaludé 'r re yaouank ar re gozh da gentañ
« Nozvezh vat dit, kloaregig, na petra a zo kaoz
Ma out deut da Gerdangi 'mare-mañ eus an noz ?
- Me a vale pep amzer pa ve din ordrenet
Ganeoc'h-hu ma mestrezig, Rouanez ar merc'hed
Ganeoc'h-hu ma mestrezig, Rouanez ar merc'hed
Ur vatimant komañset ho peus din difreuzet
C'hwi ho peus din difreuzet hep kavet koustiañs
Ha dalc'het ma c'halonig e prison langisant
- T'eus ket a zoñj, kloaregig, pa voas e skol Gwengamp
Me skrive dit lizheroù da c'hout da santimant
E tiskoueez anezho d'az mamm koulz ha d'az tad
D'az preudeur, d'az c'hoarezed, a te ac'hanon goap
Ne ran na van na seblant o klevet da gomzoù
'Vel kalon ur wên derv, ve marv seiz vloa zo ! »
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)