Kentel ar beorien (La chanson des pauvres)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Kentel ar beorien (La chanson des pauvres)

Chansons Bretonnes - Kentel ar beorien (La chanson des pauvres) Lyrics

Sant Per da Jezuz lavare :
- Da Vreizh-Izel it, va Doue ?
- Per, da Vreizh-Izel me ned an :
Tud divac'hagn, Per, ha dour skañv.-

Sant Yann lavare d'ar Werc'hez :
- Da Vreizh-Izel it, itron gaezh ?
- Da Vreizh-Izel ez an warc'hoazh ;
Pedet on gant va mignon bras.-

Antronoz, e Parrez Plouigno,
Oa klevet ar c'han hag ar you ;
Oa klevet ar soner o son,
E ti un ozac'h a-feson ;

E ti un ozac'h pinvidik
Hag hen mat ouzh peb reuzeudik ;
Seul vui roe aluzennoù,
Seul vui e kreske e vadoù.

Hag ur mab hepken en devoa,
Ur paotr dibilh a driwec'h vloaz
Hag eñ en e benn en doa lakaet
Da ober gantañ ur banked.

Ur banked kaer hag un eured ;
E holl gerent en doa pedet,
Pedet en doa e holl gerent,
Hag ar beorien, o c'har ar sent.

Pa oant ouzh taol divezhat-mat,
Erru ur baourez divezhat
Hag hi truilhek ha diarc'hen.
Ganti he mab ouzh he c'herc'henn.

- 'Vidoc'h da vezañ divezhat,
Paourez gaezh, bezit deuet mat.-
Dre an dorn e oe kemeret
Da dal an tan e oe kaset.

Da dal an tan da repuiñ,
He mabik kerkoulz evelti
Hag a c'hoarzhe ouzh tud an ti ;
Nemet na brize ket debriñ.

- Debrit hag evit a gerfet,
Dirazhoc'h, gant grad, eo lakaet.
- Me n'am eus na naon na sec'hed,
Nemet ur garantez barfet.

Nemet ur garantez wirion,
Pa'z on pedet a wir galon,
Pa'z on pedet a galon vat,
Da zonet da eured ho mab.

Mil vad a ra d'am c'halon gaezh
Gwelet hoc'h holl gompagnunezh
Mil vad a ra d'am mab Jezuz,
Gwelet tud ker karantezuz.

Ned omp ket gant hini anavet,
Met hini neus aluzennet.
War an ti-mañ kant mil bennozh !
Kenavezo d'ar baradoz

Ar gentel-mañ zo bet savet
En neñv, e parrez an Drinded,
Dindan ur bod boukedon roz
A daol c'hwezh vat er baradoz.


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)