Kemeromp an hent trez, rak 'mañ-eñ ar berrañ
Kemeromp an hent trez, rak 'mañ-eñ ar berrañ
Kemeromp an hent trez, rak 'mañ-eñ ar berrañ
Deomp da glask va mestrez, an hini a garan
Dre al lannoù o kouevrata
Pe ker lies em eus redet (bis)
Me 'grede jiboesat ar gad
Va c'halon a zo bet tapet
Me 'grede jiboesat ar gad
Va c'halon a zo bet tapet
Iou iou iou ! iou iou iou !
Iou iou iou ! iou iou iou !
Ha da-c'houde, en devalenn
Cheminal va dous a welan
En-dro dezhañ ur vogedenn :
Em c'halon-me emañ an tan
Ha da-c'houde, kent gouloù-deiz
Me 'gred klevet ur sonenn gaer
Sonenn ken dous ar garantez :
Em c'halon emañ ar soner
Ha da c'houde e va huñvre
Me 'wel o kreskiñ ur rozenn
Warnezhi bleun kaer 'vel an deiz :
Em c'halon emañ he gwrizienn
An durzhunell e-pad an noz
War ar bar he deus huanadet
N'ez eus na kousket na repos
A pa garer hep bout karet
Setu perak, dre an hent trez,
Er mintin-mañ, deomp a-vandenn
Ha kent an noz ar gad laerez
E vo louiet em c'houivratenn
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)