Kanomp Doue, mestr an douar
Krouer an heol hag al loar
Roue ar stered ken dispar !
Bras e c'halloud ha bras e c'hloar
Kanomp Doue 'n 'e Varadoz, gant an aelez hag hon tud kozh
Kanomp ! Doue 'n 'e Varadoz
Meulomp Doue gant trugarez
Evit Mari, mamm ha gwerc'hez
Gloar hag enor dezhi bemdez
Mintin ha noz el levenez
Kanomp Mari er Baradoz gant an aelez hag hon tud kozh
Kanomp ! Mari er Baradoz
Pedomp Jezuz, gwir Mab Doue
Digoret eo gantañ an neñv
Bezomp laouen, o va ene,
'Vel ar spered a garantez
Kanit holl sent ar Baradoz gant an aelez hag on tud kozh
Kanit ! Holl sent ar Baradoz
Erru Doue 'giz ur Barner
Dalc'homp fiziañs en e geñver
Stad an den vo neuze dister
Met Jezuz zo Doue Salver
Kanomp, kanomp er Baradoz gant an aelez hag hon tud kozh
Kanomp ! Kanomp er Baradoz
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)