Setu an abardaez, an heol o vont da guzh
'Tiskenn a-dreñv d'ar roz, hag hen ken ruz ken ruz
Tomm vo adarre warc'hoazh. Krazat a rei ar foenn
Azviñ a rei an ed, n'eus ket a goumoulenn
Ar yer 'bign war o c'hlud, ha setu ar vatezh
O walc'hiñ ar gaoter, vo ket a batatez
Da goañv, vo yod ed-du, ar mevel laouen bras
Deu d'ar gêr, war e gein gantañ ur bern yeot glas
"It alese Laoic, davit ar saout raktal !"
Hag ar paotr saout en hent, e skourjez o strakal
'Vel ma strak e skourjez, diskabell, diarc'hen
O tremen dre ar c'hoad e kan ur ganaouenn
Setu ur vandenn saout 'tont d'an traoñ 'n ur redek
Ha Laoic war o lerc'h, selaouit me ho ped
'Vel ma strak e skourjez, e c'halvas peb unan
E saout dre o anv, buoc'h du, buoc'h vrizh, buoc'h voan
It holl d'an dour, d'al lenn, hag ar saout o vlejal
Ha Laoic war o lerc'h, e skourjez o strakal
Hag ar moc'h o c'houlenn o c'hoan ouzh ar vatezh
Setu an trouz a glever, en-dro d'un tiegezh
Al loened zo 'n o c'hraou, an dud 'n o gweleoù
Bremañ ne glever ken trouz nemet a-wechoù
D'un tremener bennak o harzal mouezh ar c'hi
Pa gan an eostig-noz er we'enn 'dreñv d'an ti
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)