Kanaouenn soudard (Chanson de soldat)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Kanaouenn soudard (Chanson de soldat)

Chansons Bretonnes - Kanaouenn soudard (Chanson de soldat) Lyrics

An diwezhañ youc'hadenn
'N em goll war ar menez
Adieu 'ta kanaouenn
Eus bro gaer a Gernev

Adieu eta kaer iliz
A Gemper Korantin
Adieu ma yaouankiz
N'am eus mui da c'hoarzhin

Nag ivez e Sant-Kadou
Nag e-barzh Karaez
Na zañsfomp d'ar binioù
Barzh al leurioù nevez

Eus Santez-Anna-Wened
Na zeufomp mui en-dro
Gant kroazioù drezennet
En aour kaer ha gouloù (et les cierges)

Na zeufomp mui ac'hane
Disputiñ d'holl Breizhiz (disputer à tous les Bretons)
Gant kroazioù Sant-Serve (les croix de St Servais)
Kernevoded hardiz

Kenavo da Rumengol
Kenavo da Vulad
Kenavo da Gastell-Paol
Kenavo d'ar Veaj-vat (au Bon-Voyage)

Kenavoda Sant-Tujan (St Ygeaux)
D'an Aotrou Sant Urlou
D'Itron Varia Sklaerder
Ha d'an holl bardonioù

C'hwi ma mignoned devot
Eus a barrez Ergue
Ti 'n Itron Varia Kerzeot (Notre Dame de Kerdevot)
C'hwi yelo adarre

Alumit div c'houlaouenn
Tal an aoter eno
Ha lavarit ur bedenn
Evit paotred ho pro

Ret eo eta partial
Ha monet d'an Alger
Inutil eo deomp soñjal
Da zont en-dro d'ar gêr

Rak hervez profesioù
Benn ar bloaz daou-ugent (en l'année quarante)
Gant brezel ha kleñvejoù
Ar bed cheñcho a benn (changera de bout)

Un dra teu d'am c'hoñsoliñ
Rak ni hon eus klevet
E-lec'h yamp da gombatiñ
N'eus nemet Morianed

O lazhañ n'eo ket pec'hed
Rak n'int ket kristenien
Nompas evel Saozoned
Hor gwall enebourien


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)