An' Tad ar Mab ar Spered-Glan,
Yec'hed mat deoc'h, tud an ti-mañ,
Yec'hed mat deoc'h war bouez hor penn
Deut omp d'ho lakaat er bedenn.
Pa sko ar Marv war an nor,
Stok er c'halonoù ar c'hren-mor;
Da doull an nor pa zeu 'r marv,
Piv gant ar marv a yelo ?
Hogen, na vec'h ket souezhet
Da doull ho tor mard omp digoue'et :
Jezuz en deus hon degaset,
D'ho tihunañ mard oc'h kousket;
D'ho tihunañ, tud an ti-mañ,
D'ho tihunañ, bras ha bihan :
Mar 'z eus, siwazh, truez er bed,
En an' Doue ! hor sikouret
Breudeur, kerent ha mignoned,
En an' Doue ! hor selaouet
En an' Doue, pedet ! pedet !
Rak ar vugale na reont ket.
Gant ar re hon eus-ni maget,
Ed omp pell zo ankounac'haet
Gant ar re hon eus-ni karet,
Hep truez ez omp dilezet.
Ma mab, ma merc'h, c'hwi zo kousket
War ar pluñv dous ba blot-meurbet,
Ha me ho tad, ha me ho mamm,
Er purkator e-kreiz ar flamm.
C'hwi zo er gwele kousket aez,
An Anaon paour zo diaez,
C'hwi zo er gwele kousket mat
An anaon paour zo divat.
Enl liñser wenn ha pemp plankenn,
Un dorchenn blouz dindan ho penn,
Pemp troatad douar war c'horre,
Setu madoù ar bed er bez.
Ni zo en tan hag en anken
Tan dindanomp, tan war hor penn,
Ha tan war laez, ha tan d'an traoñ ;
Pedet evit an anaon !
Gwechall pa oamp e-barzh ar bed,
Ni boa kerent ha mignoned
Hogen bremañ, p'ed omp marvet
Kerent, mignoned, n'hon eus ket.
En an' Doue, hor sikouret
Pedet ar Werc'hez benniget
Da skuilhañ ul lomm eus he laezh,
Ul lomm war an anaon kaezh.
Eus ho kwele prim dilammet,
War ho taoulin en em strinket,
Nemet koue'et e vec'h er c'hleñved,
Pe gant ar marv kent galvet.
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)