Kan-bale tud Breiz (Chant de marche des hommes de Bretagne)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Kan-bale tud Breiz (Chant de marche des hommes de Bretagne)

Chansons Bretonnes - Kan-bale tud Breiz (Chant de marche des hommes de Bretagne) Lyrics

Sao Breiz-Izel d'an neh da vannielou
Ruziet gand gwad hon hendadou
Stagom d'hon gouriz ar hlezeier hir
Ra vo hon divreh 'vel an dir !
Lavarom oll euz a bouez hon 'fenn
Breiz da virviken ! Breiz da virviken !

Dihun Breiz-Izel, ma mamm benniget
Rag an deiz a zo digouezet !
Hon galv a ziston war benn ar menez
Hag ah entana peb ene :
Deuz peb parrez Breiziz a ziskenn ;
Breiz da virviken ! Breiz da virviken !

O youhadennou a red dreuz d'an êr
Bete gweled hon lanneier
Ar mammou a zigas o bugale
Da gaout o zadou en arme ;
N'eus med eur youh en Breiz penn-da-benn
Breiz da virviken ! Breiz da virviken !

Menez Bre ro dorn da Venez Kragou,
Tridal a ra o hribennou
Anê o-unan o reier a ruill
War an enebour kouezont puill
Gwagenn ar mor a lâr d'ar wagenn :
Breiz da virviken ! Breiz da virviken !

Beteg ar gouelehiou ar re bella
Ar horn a vrezel a vouda
Hag a lâr d'an oll boblou euz ar bed
Ema beo gouenn ar Vretoned !
An avel mor yud en eur dremen :
Breiz da virviken ! Breiz da virviken !

Kalonou an oll a zo entanet
Hag an divreh a zo nerzet
Pôtred Breiz vihan ha Breiziz Tramor
A skoulm o douarn dreist ar mor
Oll halloudeg, ro 'n treh d'az mibien :
Breiz da virviken ! Breiz da virviken !


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)