Kan ar vartoloded (Le chant des matelots)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Kan ar vartoloded (Le chant des matelots)

Chansons Bretonnes - Kan ar vartoloded (Le chant des matelots) Lyrics

Mar ho peus c'hoant gouzout ha klevet
Da biv eo ar werz-mañ kompozet
Zo graet d'ur vandenn vartoloded
A zo war ar mor bras ambarket

A zo war ar mor bras ambarket
Seiz vloaz zo tamm douar n'o deus gwelet
Prestik eo da gregiñ an eizhvet
O provizion ganto zo manket

Kabiten al lestr a lavare
D'e vartoloded, un deiz a voe :
- Hastit, paotred, hag hastit buan
Fritañ ar pajig bihan da goan -

Ar pajig bihan vo ket fritet
D'ar blouzenn verrañ e vo tennet
D'ar blouzenn verrañ p'o deuz tennet
Gant kabiten al lestr eo digouezhet

D'ar blouzenn verrañ p'o deus tennet
Gant kabiten al lestr eo digouezhet
Ha possubl e ve 'ta, va Doue,
Ve va vartolodet em drepfe

Kabiten al lestr a lavare
D'e bajig bihan hag a neuze
- A, pajig bihan, pajig bihan
Te a zo dilijant ha buan

Sav ta da veg ar vern uhellañ
Da welet peseurt bro 'm omp amañ -
Mont a ra d'an nec'h en ur ganañ
Dont a ra d'an traoñ en ur ouelañ

- Netra, va mestr, me n' am eus gwelet
Met seizh lestr ha kant a Spagnoled
Met seizh lestr ha kant a Spagnoled
O tonet evit hor c'hemeret

Ur pavilhon ruz o deuz lakaet
Ur pavilhon eus a liv gwad
Hag a c'houlenn brezel pe gombad
Hag hor bezo sur ur gwall grogad ! -

Kabiten al lestr a lavare
D'e vartoloded en devezh-se :
- En em sikouromp korf ha kalon
Keit ha pado hor munision -

Kriz vije ar galon na ouelje
War aod ar mor don neb a vije
En ur welet al lestrig bihan
O stourm ouzh seizh lestr ha kant, e-unan

En ur welet al lestrig bihan
O stourm ouzh seizh lestr ha kant, e-unan
Met dre c'hras ar Werc'hez benniget
Al lestrig bihan 'n eus gounezet

Kabiten al lestr a lavare
D'e bajig bihan hag a neuze :
- O pajig bihan, pajig bihan
Te a zo dilijant ha buan

Sav ta da veg ar wern uhellañ
Da c'houzout pe vro en omp amañ -
Mont a ra d'an nec'h en ur ouelañ
Dont a ta d'an traoñ en ur ganañ

Dont a ra d'an traoñ en ur ganañ
- Va mestr n'em eus gwelet netra
Nemet toud Babylon benniget
Ar brocesion ober tro ar vered -

Kriz vije ar galon na ouelje
E Babylon 'n hini a vije
Gant ar vartoloded o tonet
O toned hag o c'houlenn o boued

Lod anezho a c'houlenn o boued
Ul lod all o c'houlenn ur beleg
Ul lod all o c'houlenn bara
Ul lod all ne lavarent netra

Person Babylon trugarezuz
'N andred ar barien karantezuz
Voe o reiñ ouzhpenn triwec'h nouenn
Hep lemel e stol eus e gerc'henn


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)