Tud yaouank a Vreizh-Izel, didostait da glevet,
Da glevet kanañ ur son a zo nevez-savet
War vuhez ur paotr yaouank ganet en Breizh-Izel,
Mantret gant koun ha glac'har d'ur vestrezig fidel.
'Touez ankenioù ar bed-mañ, n'eus hini ken c'hwerv
Hag an disparti poanius krouet gant ar marv ;
Krisat eo d'un den yaouank gwelet e garantez,
Eizh devezh kent an eured, diskennet en he bez...
Koulskoude, tudoù yaouank, setu ma flanedenn,
Mougañ tan ma yaouankiz gant daeroù a anken
'Vit kavet nerzh da vevañ ez eo ret din soñjal
Em flijadur dremenet, em devezioù gwechall
Evel kalz a dud yaouank, e stagis ma c'halon
Ouzh ur vleuniennig dispar, ur plac'hig a-feson
Siwazh ! a-boan tañvaet, ma joa a zo kollet
Nijet ez eo en avel ma huñvreoù karet
Kentañ e tigouezhas din gwelet ma ferlezenn
'Oa en pardon Hanter-Eost, 'barzh ar gêr a Rostren
P'he gwelis ken fur, ken koant, 'barzh ar prosesion,
Gant levenez 'barzh ma c'hreiz e tridas ma c'halon
Skañv evel un durzhunell, mistr evel un heizez,
He stumm a oa dereat, stumm ur gwir Vreizhadez
He zal gwenn, he selloù don, he blev melen frizet..
Ma c'halonig, hep distro, dezhi a oe gouestlet
Birviñ a raen gant an hast d'ober anaoudegezh
Gant rouanez ma c'halon ha ma c'hentañ mestrez
C'hoant am-oa da reiñ lod de'i 'barzh ma soñjezonoù
Ha me 'vont d'he saludiñ, goude ar gousperoù :
" Demat deoc'h, plac'hig yaouank, turzhunell ar goantañ,
'Deus graet d'am c'halon tridal evit ar wech kentañ,
Me garfe kavet ar joa da c'houzout hoc'h anv,
Rak hoc'h eñvor 'barzh ma c'hreiz da viken a vleunio
- Respont a rin, den yaouank, evuruz ha seder,
D'ar pezh a c'houllet ganin 'n ur feson ken tener
Annaig eo ma anv, un anv anave'et ;
Lâret din, m'ho ped, perak e karec'h hen klevet ?
- Annaig, hen gou't a ret, perak chom souezhet ?
Ar gwel ac'hanoc'h hirio en deus ma goune'et ;
Annaig, en an' Doue, daoust hag en ho kalon
Na c'hallfec'h miret, d'ho tro, ul lec'hig evidon ?
- Ma c'halon-me, den yaouank, a zo frank ha goullo
Den ebet, betek bremañ, 'n-eus skoet ma selloù
Abaoe pell 'zo, koulskoude, e klaskan an doare
Da gavet ur mignon sur ha din a garantez
- Annaig, hon c'halonou 'zo graet 'vit 'n em gompren
Me ivez ho klask pell 'zo, evel ur berlezenn,
Rak furnez ha karantez, kalon leal ha frank,
A zo hirio gwall-danav e-touez an dud yaouank
- Ar c'homzoù-ze, mignon ker, zo poellus ha gwirion
A levenez, a zudi e kargont ma c'halon ;
Kenavo ar blijadur d'ho kwelet hepdale,
Da bardon ar Rozera, 'barzh en Plougerneve !"
Me a distroas d'ar gêr, seder hag evurus,
Da gontañ ma joausted d'am zud karantezuz
Holl asambles, a-galon, e c'houlljomp gant Doue
Digas ur rozenn ken kaer d'am liorzh hepdale
'Touez eñvorioù an dousañ, huñvreoù alaouret,
E c'hortozen an amzer ma tleen he gwelet
Skañv e kaven al labour, dudius ar vuhez,
Beuzet bemdez ha bemnoz 'n ur mor a garantez.
Digouezhet eo, evelkent, an devezh benniget,
Digouezhet eo an termen ganin ken gortozet
'Trezek bourk Plougerneve, 'dreuz ar brugoù melen,
Me a gerzhe, an deiz-se, gant ur spered laouen
Feal d'ar ger roet din, ma mestrezig karet
A oa deut ivez d'ar gouel, evel m'he doa laret
Bale 'rejomp asambles, betek fin ar pardon
Eno ec'h anavis reizh teñzorioù he c'halon
Stardañ a rae mui-ouzh-mui chadenn hon harantez
Touiñ 'rejomp 'n em garet betek fin hon buhez
Ma vije kontant he zud, prestig an dimezi ;
Mont a ris d'he c'has d'ar gêr 'vit klevet o ali
Pep tra a gerzhe dispar, hervez hon menozioù,
Bleun a ziwane dre-holl war on gwenojennoù
He c'herent a asantas da c'hoant hon c'harantez,
0 welet n'hallemp bevañ an eil hep egile
Digoumoul hon c'halonoù, evel hon c'harantez
Setu graet an dimezi pemzek devezh goude
An holl a gemere lod en hon evurusted,
Ni a c'hortoze gant pres siell aour an eured
Siwazh, plijadur ar bed 'zo fiñvus ha marvel,
Ha Doue a roas din, prest goude, ar gentel
Rak 'benn un toullad deizioù, e teuas din keloù
'Oa ma mestrez 'n he gwele, skoet 'vit ar marv
Neventi kriz ha digar, o spontusat keloù
Ma Doue, perak eta, perak n'on ket marv
Ma c'halon daou-hanteret, gouliet ma ene,
Ec'h is kerkent d'he gwelet, 'vit gou't ar wirionez
Allas ! n'eo ket un huñvre, mez gwirionez poanius
Ma mestrez zo dirazon en un doare mantrus,
Ur gwall-gleñved, en tri deiz, en deus he diskaret,
'Vel ur vleuniennig tener gant ar rev disec'het
Hejet gant an esperañs, ar boan hag an anken,
E-pad tri deiz ha teir noz e chomis 'n he c'hichen
Siwazh, netra ne harzas labour kriz ar marv...
'Oamp ket choazet gant Doue 'vit bezañ priejoù...
War askell yen an Ankou ma dous a zo tec'het ;
Chomet ez on ma-unan, gant ur galon frailhet ;
Ma mouezh skuizh a renk tevel, mouget gant ma daeroù :
0 Doue, gret ma'z in prim d'he gwelet d'an neñvou !
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)