Jezuz, pegen bras eo (Jésus, comme il est grand)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Jezuz, pegen bras eo (Jésus, comme il est grand)

Chansons Bretonnes - Jezuz, pegen bras eo (Jésus, comme il est grand) Lyrics

Jezuz, pegen bras eo
Plijadur an ene
Pa vez e gras Doue
Hag en e garantez
Pa vez e gras Doue
Hag en e garantez

Berr kavan an amzer
Hag ar poanioù dister
O soñjal deiz ha noz
E gloar ar baradoz

Pa sellan en neñvoù
Etrezek va gwir bro
Nijal di a garfen
Evel ur goulmig wenn

Gant joa e c'hortozan
An termen diwezhañ
Hast am eus da welet
Jezuz, va gwir bried

Kerkent ha ma vezo
Torret va chadennoù
Ma a savo en aer
Evel un alc'houeder

Pa vin 'us d'an douar
Traoñienn leun a c'hlac'har
Neuze me 'ray ur sell
Ouzh va bro Breizh-Izel

Goude taol ar marv
Joaus me a gano :
"Torret eo va chadenn
Dieub on da virviken"

Digor ar baradoz
Digor ouzh va gortoz
Ar sent, ar sentezed
War o zron azezet

Me c'hello evit mat
Gwelout Doue an Tad
Gant e Vab peurbadel
Hag ar Spered Santel


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)