Janedig flamm ( Jeanne-la-Flamme )
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Janedig flamm   ( Jeanne-la-Flamme )

Chansons Bretonnes - Janedig flamm ( Jeanne-la-Flamme ) Lyrics

I
- Petra a ya gant ar menez ?
Ur rumm meot du, gredan me;

- Ur rumm meot du ned eo ket;
Soudarded, ne lavaran ket,

Soudarded a vro-C'hall o tont
Da lakaat seziz war Henbont.-

II
Pa oa an dukez war vale,
Ar c'hleier e kêr a vralle;

Pa oa war he falafrez gwenn,
Ganti he mab war he barlenn;

Pa oa an dukez o wale
Ar re Henbont holl a youe:

- Doue s'kour ar mab hag ar vamm,
Ha ro d'ar C'hallaoued estlamm !-

Pa oa ar bale achuet,
Ar re Bro-C'hall a oa klevet:

- Paket vo bremañ en o c'hev,
An hei'ez hag he c'harvig bev,

Karkanioù aour zo evite,
D'o stagañ 'n eil deus egile .-

Jannedig-flamm a responte,
Dimeus beg an toural, neuze:

- N'eo ket an hei'ez vo paket,
Ar c'hozh-bleiz ne lavaran ket.

Ma en deus henoazh anoued,
E doull dezhañ a vo tommet.-

Oa ket peurlavaret e gêr,
Pa oa deut d'an traoñ, hag hi taer;

Hag ur c'horfkenn-houarn a wiskas,
Hag un tog-houarn du a lakaas;

Hag ur gleñv dir lemm a dapas.
Ha tri c'hant den a zibabas,

Hag, ur skod-tan ruz en e dorn,
A eas 'maez ar gêr dre ur c'horn

III
Re Bro-C'hall laouen a gane,
Ouzh an daol aze'et neuze;

Gwasket en o zinelloù kloz,
Re Bro-C'hall a gane en noz.

'Vel 'mañ glevet, pell ac'hano,
Ur vouezh espar o tiskano:

"Meur a hini a c'hoarzh henozh
A ouelo kent a-benn arc'hoazh

Meur a hini zebr bara gwenn
A zebro douar du ha yen.

Meur a hini a skuilh gwin ruz,
A skuilho bremaik gwad druz.

Meur a hini a ray ludu,
A c'hoari 'vat e zen diouzhtu"

Meur a hini stoue he dal
War bordig an daol, mezv-dall,

Ha pa oa losket ur glemvan:
- An tan ! paotred, an tan ! an tan !

An tan ! an tan ! tec'homp, paotred !
Jannedig-flamm deus hen lakaet !

- Jannedig-flamm zo an taerañ
A zo en douar, a gredan;

Lakaet he doa Jannedig flamm
An tan e pevar korn ar c'hamp;

Ken a oa ar flammoù gwentet,
Hag an noz du sklerijennet;

Koulz hag an dinelloù devet,
Koulz hag ar C'halloued rostet,

Ha tri mil an'he luduet,
Ha nemet kant ne oa chomet.

IV
Ha Jannedig-flamm a c'hoarzhe,
Toull he fenestr, ar mintin-se,

War ar maez pa defe sellet
O welet ar c'hamp distrujet,

Ha moged eus an dinelloù,
Luduet holl e bernigoù.

Ha Jannedig-flamm a c'hoarzhe:
- Pebezh maradeg, ma Doue !

Ma Doue ! pebezh maradeg !
Evit ur greun ni hor bo dek !

Gwir a lared amzer gwech-all:
"N'eus netra koulz hag eskern gall,

Koulz hag eskern Gall bruzhunet,
Da lakaat da sevel an ed."


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)