Itron Varia Rumengol ( Notre-Dame de Rumengol )
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Itron Varia Rumengol   ( Notre-Dame de Rumengol )

Chansons Bretonnes - Itron Varia Rumengol ( Notre-Dame de Rumengol ) Lyrics

Itron Varia Rumengol
Gwerc'hez galloudus, remed-holl,
Roit deomp hirio en an' Doue
Yec'hed ar c'horf hag an ene

Lili arc'hantet o delioù
War ribl an dour zo er prajoù
Doue dezho roas dilhad
A skuilh er maezioù peb c'hwezh vat

O Rumengol, pell amzer zo
C'hwi eo boked kaerañ hor bro
Pep rozenn goant, pep lilienn
A zo disliv en ho kichen

N'eus elestrenn ebet er prad
A daolfe kement a c'hwezh vat
E Leon, Treger ha Kerne
Ganeoc'h e klever c'hwezh an neñv

E Rumengol ar pirc'hirin
A bedo start war e zaoulin
A welo a-dreuz e zaeloù
Evel digor lez an neñvoù


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)