Iannik Skolan hag he baeron
'Zo deut ho daou da c'houll pardon,
Da c'houll pardon dioc'h Doue,
Remision wit ho ine.
En ti he vamm p'eo arruet,
Digant-hi hen euz goulennet :
- Noz vad ha joa holl en ti-ma,
Et eo 'nn dut da gousket ama ? -
- Piou 'zo aze d'ar c'houls-ma 'nn noz,
P'on et em gwele da repoz ? -
- Savet, ma mamm, da c'houeza 'nn tan,
C'hui 'welo daou e-lec'h unan. -
Ar golo pa deuz enaouet,
Ter-gwes d'ann douar eo koezet.
- Savet, ma mamm, na spontet ket
Dirag ar mab ho euz ganet.
Euz tan 'r purkator a teuan,
Da dan ann ifern eo ez an ;
Da dan ann ifern da leski,
Mar na deuet d'am pardoni.
Me 'zo deut d' c'houll pardon Doue,
Ha remision ma ine. -
- Penaos, ma mab da bardoni,
Sonj er maleuriou t'euz gret d'in !
Laza da dad, pa oa kousket,
Gwalla ter euz da c'hoarezed ! -
- Pa on pardonet gant Doue,
Ma mamm, ma fardonet iwe !
Ma mamm, me oar er-vad am euz,
Siouas, dre valeur ha dre reuz ;
Met p'on pardonnet gant Doue,
Ma mamm, ma fardonet iwe ! -
- Penaos, ma mab, da bardoni ?
Sonj er maleuriou 't'euz gret d'in,
Lakad ann tan en nao bern-ed,
Ha ma lakad da glask ma boed ! -
- Ma mamm, me oar er-vad am euz,
Siouas ! dre valeur ha dre reuz ;
Met p'on pardonet gant Doue
Ma mamm, ma fardonet iwe ! -
- Penaos, ma mab, da bardoni ?
Sonj er maleuriou 't'euz gret d'in ;
Laket ann tan bars an ti-forn,
Dewet tric'houec'h a loened-korn ! -
- Ma mamm, me oar er-vad am euz,
Siouas, dre valeur ha dre reuz !
Pa on pardonet gant Doue,
Ma mamm, ma fardonet iwe. -
- Penaos, ma mab, da bardoni ?
Sonj er maleuriou 't'euz gret d'in ;
Laeret ar c'houriz en Gwengamp,
Ar chapelet, ar groaz arc'hant ! -
- Ma mamm, me oar er-vad am euz,
Siouas ! dre valeur ha dre reuz ;
Met p'on pardonet gant Doue ,
Ma mamm, ma fardonet iwe. -
- Penaos, ma mab, da bardoni ?
Sonj er maleuriou 't'euz gret d'in ;
Sonj er maleuriou 't'euz d'in gret,
Ma levr-bihan a t'euz kollet !
N'eo ket ma levr c'hoas ar gwasa,
Ma chapelet, a oa en-han ! -
- Tawet, ma mamm, na oelet ket,
Ho levr-bihan n'e ket kollet !
Ho levr-bihan n'e ket kollet,
Digorit ho armel hen gwelfet ;
It d'ho armel hag hen gwelfet,
Ter feillen en-han efaset ;
Unan gant dour, un' all gant goad,
Un' all gant daero m' daoulagad ! -
Hi armel pa deuz digoret,
Euz hi mab Iann 'eo dizroët :
- Tec'h al lec'h-se, pell diouzin,
Kerz da dan 'nn ifern da leski ! -
- Pa on pardonet gant Doue,
Ma mamm, ma fardonet iwe ! -
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)