Penaos oc'h-c'hwi ker kaer gwisket
Traonienn ha prad leun a vleunioù
Penaos e kanit, laboused,
Tre ma 'maon-me o skuilh daeroù?
Ho kanaouennoù dudius
Va c'halon baour din a ranno
'N ur gomz eus un amzer eürus
Ha ne deuio biken en-dro!
Da c'houloù-deiz 'vel d'abardaez
Me 'garje mont war ribl ar stêr
'N ur vouskanañ va c'harantez
'Vel an eostig, an alc'houeder
Dindan ar gwez, laouen bepred,
E kutuilhen bleunioù dispar ;
Siwazh, setu-me dilezet
Ha rannet holl gant ar glac'har !
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)