Keit ha vin er brezel lec'h eo ret din moned
Da biv e roin-me ma dousig da viret ?
- Degaset-hi d'am zi, va breur-kaer, mar keret
Me hi lakay e kambr gant va dimezelled
Me hi lakay e kambr gant va dimezelled
Pe 'barzh ar sal enor gant an itronezed
En un hevelep pod e vo graet dehe o boued
Ouzh an hevelep daol e vezint azezet
'Benn un nebeut goude kaer vije da welet
Porzh maner ar Faouet leun a zudjentiled
Peb kroaz ruz war o skoaz, peb marc'h bras, peb banniel
Evit klask an aotrou da vonet d'ar brezel
Ne oa ket aet pell-meur er-maez dimeus an ti
Pa oe lâret d'e wreg kalz a brezegoù kriz :
- Diwisket ho prozh ruz, hag unan wenn gwisket
Ret eo mont d'al lann da beuriñ al loened
- Ho tigarez, va breur, petra em eus me graet ?
Me ne n'on bet biskoazh o peuriñ an deñved
- Ma n'em oc'h bet biskoazh o peuriñ an deñved
Amañ zo ma goaf hir a ziskei deoc'h monet
Bet eo e-pad seizh vloaz, ne rae nemet gouelañ
En divezh ar seizh vloazh 'n em lakaas da ganañ
Hag ur marc'heg yaouank o tont eus an arme
A glevas ur vouezh dous 'kanañ war ar menez
- Harz, va floc'hig bihan, krog e brid va marc'h-me
Me 'glev ur vouezh arc'hant 'kanañ war ar menez
Me 'glev ur vouezhig dous war ar menez 'kanañ
Hirio a zo seizh vloazh hi c'hlevis diwezhañ
- Demat a lâran deoc'h, plac'h yaouank ar menez
Ha mer'niet mat hoc'h eus pa ganet ken ge-se ?
- Ya, mer'niet mat am eus, a-drugarez Doue :
Gant un tamm bara sec'h em eus debret amañ
- Lâret din, plac'hig koant o peuriñ an deñved
Hag-eñ en maner-se 'c'hallfen bout kemeret ?
- O ! Ya-sur, ma aotrou, degemer a kavet
Hag ur marchosi kaer da lakaat ho roñsed
Ur gwele mat a bluñv ho pezo da gousket
Eveldon-me gwechall pa oan gant ma pried
Ne gousken ket neuze er c'hraou gant al loened
Nag e skudell ar c'hi ne veze graet va boued
- Pelec'h eta, ma merc'h, pelec'h 'mañ ho pried
Pa welan en ho torn liamm eus ho eured ?
- Ma fried, va aotrou, a zo aet d'an arme
Blev melen hir en doa, melen evel ho re
- Ma en doa blev melen kerkoulz eveldon-me
Laket evezh, va merc'h, na vije me a ve ?
- Ya, me eo ho itron, ho tous ha ho pried,
Ma anv zo, e gwir, itron eus ar Faouet
- Lezet al loened-se ma yafemp d'ar maner
Mall a zo ganin-me da erruout er gêr
- Eurvat dit-te, va breur, eurvat dit a lâran
Penaos 'ya ma fried am boa laosket amañ ?
- Aze'et-hu, va breur kadarn ha koant bepred !
Aet eo da Gemperle gant an itronezed
Aet eo da Gemperle e-lec'h ma zo eured
Pa zistroio d'ar gêr amañ a vo kavet
- Gaou a lârez din-me ! rak t'ac'h eus he c'haset
Evel ur glaskerez da beuriñ al loened
Gaou a lârez din-me e-kreiz da zaoulagad
Rak emañ 'dreñv an nor, aze, oc'h huanad !
Tec'h du-se gant ar vezh ! tec'h kuit, breur milliget !
Karget eo da galon a zroug hag a bec'hed !
Ma na ve ti ma mamm, ma na ve ti ma zad
Ma 'lakefe va c'hle'eñv da ruilhañ gant da wad !
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)