Demat deoc'h deut e-barzh an ti
Deut da vaner Trezegidi
E roullon la dirida, diridaik
Deut da vaner Trezegidi
"Gaidig Kalvez, sav alese
Ma'c'h imp hon-daou d'al leur nevez
- D'al leur nevez ganeoc'h n'in ket
'N Aotrou Markiz a ve fachet
- Fachet, facho neb a garo
D'al leur nevez ni a yelo
Ma vez sonerien, ni a zañso
Ma ne vez ket ni a gano."
'N Aotrou Markiz a c'houlenne
Gant paotred-saout a dremene
"Na paotred-saout, din-me laret
N'ho peus ket gwelet ur c'hloareg ?
- 'Vidoc'h komz deomp a gloareg
Ni n'ouzomp ket piv a glasket
- Kloareg Lamour 'reer anezhañ
'Peus ket e welet 'vont du-mañ ?
- Yao, aet eo du-se d'al leur nevez
Gaidig Kalvez en e gostez
Dindan he boutoù solioù glas
Vad rei d'ho kalon hi gwelet c'hoazh
- Mard eo aet du-se d'al leur nevez
Bremaik me am bo he vuhez"
"Demat deoc'h holl dud al leur-mañ
Kloareg Lamour pelec'h emañ ?
- Aet eo 'vit bremañ d'ar c'hafe
Gant e vestrez, Gaidig Kalvez"
"Kloareg Lamour me da c'houlenn
Da zont ganin-me da bourmen
- Da bourmen ganeoc'h ned in ket
C'hwi zo markiz ha me n'on ket
- Kamaraded vemp pe ne vemp ket
Da c'houren e ranke donet"
A-boan ma 'z int bet en em groget
Kloareg Lamour zo bet lazhet
"Gaidig Kalvez, deus alese
Te deui da goaniañ ganin-me
- Da goaniañ ganeoc'h ned in ket
Va zervicher ho peus lazhet"
N'oa ket he ger peurachuet
War he c'hloareg kaezh 'voe lazhet !
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)