Beleg ar Bihan a lavare
Ti ar Mareg kozh pa 'n antreie
"Me a zo deut d'ho kavet amañ
D'ho pediñ dont d' am ofer'n gentañ
Ho pediñ a ran holl da zonet
Nemet amañ ho merc'h brav Janed
Nemed amañ ho merc'h brav Janed
Hounnezh a laran deoc'h ne deuy ket
Hounnezh a laran deoc'h ne deuy ket
Trubuilhañ a rafe ma spered
Rafe ma spered de drubuilhañ
O lavaret ma ofer'n gentañ
- Bet droug ha mad gant neb a garo
D'hoc'h ofer'n gentañ me a yelo
D'hoc'h ofer'n gentañ me a yelo
Ha mar be profoù, me a brofo.
Me brofo er plad ar pezh ur skoed
Ar walenn aour ho po din roet
Ha pob ar skoed all ma c'hoarezed
N'eo ket ni a vo 'maez er banket"
Janed ar Mareg a c'houlenne
En bered Godrinn pa 'n arrue
"Gwragez ha merc'hed din ho leret
An ofer'n-bred zo echuet ?
- N'eo nag echuet nag komanset
N'eo ket ar beleg 'vit he laret
N'eo ket ar beleg 'vit he c'hanañ
Gant keun d'ar gaerañ plac'h zo er vro-mañ
Gant keun d'ar gaerañ plac'h zo er vro-mañ
Janed ar Mareg, c'hwi a gredan"
Janed ar Mareg p'he deus klevet
Prest d'an iliz hi a zo redet
Prest d'an iliz hi a zo redet
Ouzh ar balistroù eo daoulinet
'Vit pa droie ha pa zistroie
Neuze welje ar beleg nevez
Beleg ar Bihan a lavare
Da zacrist Godrinn en ofer'n-se
"Kaset Janed er-maez an iliz
Ma c'hellin echuiñ me sacrifiz
Ha leret de'hi mont de di ma zad
Eno zo ur banked aozet mat
Eno zo darevet ur banket
Ken kaer hag ur banked a eured
Ken her hag ur banked a eured
Hag er gentañ emañ hi pedet"
Na sacrist Godrinn a lavare
Da Janed ar Mareg 'n ofer'n-se
"Deut Janed er-maez eus an iliz
Echu ar beleg e sacrifiz
Deut ganin bremañ de di he zad
Eno zo ur banked aozet mat
Eno zo ur banked darevet
Ken kaer hag ur banked a eured
Ken kaer hag ur banked a eured
C'hwi er gentañ a zo bet pedet"
Janed ar Mareg a lavare
Ti ar Bihan kozh pa 'n antreie
"Demat hag yec'hed holl en ti-mañ
N'eo ket me ar c'houarnerez amañ
N'eo ket me amañ ar c'houarnerez
Lec'h ma dlefoan be'añ ar vestrez
- Gouarnerez amañ ne vefet ket
En uhelañ an daol vefet lakaet
En uhelañ an daol vefet lakaet
Hag e-kichennig ma mab beleg"
Beleg ar Bihan a lavare
D'ar c'hentañ bannac'h a ziskarge
"Me ev d'hoc'h yec'hed, plac'h diaviz
O soñjal re n'un den a iliz"
Beleg er Bihan a lavare
D'an eilet bannac'h a ziskarge
"D'hoc'h yec'hed plac'h a volontez vat
N'oun ket penaos c'hell ho kalon pad"
D'an dried bannac'h n'eus diskarget
Janed ar Mareg a zo semplet
Janed ar Mareg a lavare
D'he c'hompagnunez pa devale
"Seizh servijer kloareg am eus bet
Beleg ar Bihan eo an eizhvet
Beleg er Bihan an diwe'añ
Lakaat 'ray ma c'halon da rannañ"
Beleg ar Bihan a c'houlenne
Ouzh sacrist Godrinn un deiz a oe
"Na sacrist Godrinn din o laret
Piv a zo 'r be nevez douaret
- Piv a zo 'r be nevez douaret
Nemet ho touz Janed ar Mareg"
Beleg er Bihan pa 'n eus klevet
War ar bez en deveus daoulinet
War ar bez en deveus daoulinet
Da c'houl digant Doue hi vennet
Da c'houl hi vennat digant Doue
Da ve'añ klañv war-benn tri deiz
War-benn tri deiz da ve'añ marvet
Hag e gañv be'añ ar bevaret
Bet en deus evel en deus goulet
War-benn en tri deiz ez eo marvet
War-benn en tri deiz ez eo marvet
Hag e gañv a oe ar bevaret
Na sacrist Godrinn a lavare
D'an dud oa o heul ar c'hañv bras-se
"Lakaomp an'he er memes bez
Pa n'int ket bet er memes gwele
Pa n'int ket bet er memes gwele
Ho daou vo unanet gant Doue"
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)