Seitek devezh ha triwec'h miz
E garnizon Lannuon
Oa aet an Aotrou da b/Paris
E garnizon, zigidondon
E garnizon Lannuon
A-benn pa zistroio d'ar gêr
'Vo chañchamant 'barzh ar maner
"Chañchamant zo er maner-mañ
Ha ma Intron, pelec'h emañ ?
- 'Mañ 'us e kambr an uhellañ
'Tommañ he mab an terriplañ
Ur paotr bihan glas e lagad
Ne oar ket piv ez eo e dad
E dad ne oar ket piv ez eo
M'hen dar' ar miliner e ve"
"Diboñjour dit 'ta miliner
Me zo deut da glask da gomper
- O ! da gomper me na yin ket
Kar ma milin zo war he boued
Kar ma milin zo war he bord
Hag aon am eus e vefe tort
- O ! artizaned zo er vro
Ma vefe tort-int a renko
Ma ouie mat 'ta miliner
Ne ve'z ket bet tad ha komper"
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)