Garan ar Briz (Garan Le Briz)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Garan ar Briz  (Garan Le Briz)

Chansons Bretonnes - Garan ar Briz (Garan Le Briz) Lyrics

Mar plij ganec'h a selaoufet
Ur werz a zo newez-zavet;

Ur werz a zo newez-zavet,
Da C'haran ar Briz ez eo gret.

Arru eo 'r mandat a newe,
Rigouruz a-beurz ar roue,

Da lakad tenna d'ar billet,
Choas 'r c'horfou gwella ar wazed,

'Dalek ann oad a dric'houec'h vloas,
Beteg 'nn oad a dri-ugent vloas.

Personn Cavan a lavare
En he gador pa sermone :

- Orsa eta holl, Cavaniz,
Ur c'hezlo trist en ho iliz!

Korf ha mado 'z omp d'ar roue,
Hag hon ine 'zo da Doue.

Warc'hoas ama c'hui em gavo,
Wit-oc'h holl me oferrinio;

Wit-oc'h holl me oferrinio,
Ganec'h d' Lannuon me' ielo. -

Kriz vije 'r galon na oelje
En Lannuon nep a vije,

O welet Cavan ha Ploubezr,
Asambles o tiskenn en ker.

Ann taol a dek-heur 'zo skoët,
Parouz Ploubezr a zo galwet;

Parouz Ploubezr a zo galwet;
Gant hini na eo digwezet.

Parouz Cavan a deuz tennet,
Gant Garan ar Briz eo digwet.

Garanik ar Briz a oele,
Na gave den hen konzolje;

Na gave den hen konzolje,
Met he baeron, hennez a ree.

- Tawet, Garan, na oelet ket,
Ur re-bennag a renk monet.

- Me n' rojenn forz wit partian,
Penamet ma mamm-baour 'zo klan;

'Ma seiz miz 'zo war hi gwele,
Na deuz kristenn nemet-on me. -

Garan ar Briz a lavare
Er ger d'he vamm, pa arrue :

- Savet, mamm baour, euz a-lec'h-ze,
Ma rinn ur wes c'hoas ho kwele. -

- Pe c'hui 'zo skuiz euz ma c'hlenved,
Pe c'hui 'zo skuiz euz ma gwelet? -

- O tenna d'ar billet 'on bet,
Soudart 'wit Cavan 'z on digwet! -

Ar vroegik paour a lavare
D'hi mab Garan eno neuze:

- Ma mabik paour, em gonzolet,
Ur re bennag a renk monet. -

Pa oant ho daou o teplori,
Teuas he gabitenn en ti :

- Hastet, Garan, em breparet,
D' Wengamp fenoz vo red monet. -

Garan ar Briz, pa 'n euz klewet,
E-meaz ann ti 'zo sortiet;

'Nn or war he vamm 'n euz alc'houezet,
Da di ar person ez eo et :

- Dalet, gouarnerez, alc'houez ma mamm,
M'ho ped da gaout ann-ez-hi soign,

Ha laret d'ann aotro person
Hi rekommandi en hi bron;

Hi rekommandi 'n ofern-bred,
Ma ielo ann dut d'hi gwelet. -

- Lakit ho alc'houez lec'h m' karfet,
Lec'h m'hen po laket hen kavfet. -

Euz 'r presbitor 'n euz kimiadet,
D'ann iliz kerkent ez eo et.

Aotro sant Caran, ma faëron,
Grit ewit-on un donezon :

Lahit ho kleïer d' zoon kanvo
D'am mamm paour, pa vo maro

Kanvo d'ann noz ha d'ar beure,
Ha karillon war ar c'hreiz-de!

Ha grit ma klewinn ann-ez-he
Hag a veen pemp-kant lew out-he ! -

Garan ar Briz a lavare
En kreiz ann arme, un de oe :

- Arretet, kabitenn, 'r penned,
Kleïer Cavan am euz klewet! -

- Penaos a klewfes ann-ez-he,
Ha te pemp-kant lew dioud-he? -

- Laket ho troad war ma hini,
Hag ho c'hlewfet kerkoulz ha me. -

He droad war h' hini 'n euz laket,
Kleïer Cavan hen euz klewet.

He gabitenn a lavare
Da C'haran 'r Briz eno neuze :

- Me 'skriv did Garan, da gonje,
Da vonet d'ar ger da vale. -

Garan ar Briz a lavare,
'Tal feunteuniou Cavan p'arrue :

- Petra 'zo a-newez ama,
Ma soon ar c'hleïer er giz-ma? -

- Tri de ha ter nozwez a zo
E maint noz-de o soon kanvo;

E maint noz-de o soon kanvo,
Hep kristenn ganet war ho zro !

Kanvo d'ann noz ha d'ar heure,
Ha karillon war ar c'hreiz-dé! -

Garan ar Briz a lavare,
Prennestr gwele he vamm pa dremene :

- O Doue! marw eo ma mamm-me,
Pa n' 'ma hi fenn 'n prennestr hi gwele;

Pa n'hi gwelann 'n prennestr hi gwele,
'Welet a be-duz arrijenn-me. -

Garan ar Briz a lavare,
'N presbitor Cavan p'arrue :

- Roët d'in-me ma alc'houezo. -
- Lec'h poa hi laket c'hui ho c'havo. -

Garan ar Briz, pa 'n euz klewet,
'N he alc'houezou a zo kroget;

'N he alc'houezou ez e kroget,
'Nn or war he vamm 'n euz digorret.

Oa he vamm-baour war leur-an-ti,
Peder gwerc'hes hi lienni;

Peder gwerc'hes hi lienni,
Peder sierj koar dira-z-hi.

Daou bok d'he vamm hen euz roët,
Ha war ar plaz ez e marwet.

Emaint ho daou war ar varw-skaonv,
Doue d' bardono ann anaoun !

Emaint en palez ann Drindet,
Graz d'imb da vont di d'ho gwelet !


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)