- D'ar pardon da Vulat ez an,
Koñje, ma zad, a c'houlennan.
- Mar eo koñje a c'houlennet,
Piv ho kompagnones da vonet ?
- Fanchig Morvan, hennezh 'z a di,
Hennezh, ma zad, 'vo pried din
Barzh en Bulat p'int arruet,
En ostaleri int diskennet ;
En ostaleri int diskennet,
Goulenn da lojañ o deus graet.
- Hostizez, din-me lavaret,
Ha daou wele dimp a rofet ?
Ha daou wele dimp a rofet,
Rag ni na omp ket daou bried.
N'oa ket e c'her peurlavaret,
Ur c'habiten zo antreet
Fanchig Morvan, lares-te din
Ha te 'rofe da vestrez din?
- Gwell' 've ganin koll ma buhez,
Evit reiñ dit ma c'harantez.
Ar c'habiten, 'vel ma klevas,
Gant Fanchig Morvan a lampas ;
Gant Fanchig Morvan a lampas,
Kerkent eno hen douaras.
Fanchig a oa lijer ha skañv,
Hag a savas prim en e sav :
Ar soudarded pa hen gweljont,
Gant Fanchig Morvan a lampjont,
Hag adarre hen douarjont,
Ha kerkent eno hen lazhjont.
Ar plac'hig yaouank a ouele,
Na gave den he c'honsolje
Na gave den he c'honsolje,
Met ar c'habiten, hennezh rae
Hennezh 'rae dezhi bepred :
Tavet, plac'hig, na ouelet ket,
C'hwi deuy ganin war ar pave,
Ma soudarded a deuy goude ;
C'hwi a deuy ganin war ar ru,
Ma soudarded a bep-a-du.
- Aotrou kabiten, m'am c'haret,
Ho kontell din-me a brestfet ;
Ho kontell din, pe ho pognard,
Da droc'hañ ma las, zo re start.
N'eo ket he las he deus troc'het,
En he c'halon deus hi plantet !
Pa distro 'r c'habiten en-dro,
Oa ar plac'hig war he genou ;
Oa ar plac'hig war he genou,
Ar gwad 'dani a-boulladoù
- Penamet daoniñ ma ene,
N'oas ket aet gwerc'hez dirak Doue
Pa varv an eil 'vit egile,
Na ve ket fin d'ar garantez !
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)