Evit bevañ gant levenez
N'eus ket ezhomm aour na perlez
Hag ur c'hastell a ve savet
E gern betek bro ar stered
Dindan ar soul, en ul lochenn
Ar paour a c'hell c'hoarzhin laouen
Evit bevañ gant levenez
Karit Jezuz hag ar Werc'hez
Evit bevañ gant levenez
N'eus ket ezhomm aour na perlez
Hag ho pefe holl a leve
Leon, ha Tregor, ha Kernev
Gant ho tanvez ne brenfot ket
Un hanter-devezh eürusted
Evit bevañ gant levenez
Karit Jezuz hag ar Werc'hez
Evit bevañ gant levenez
N'eus ket ezhomm aour na perlez
Kalon un den a zo c'hoantus
P'en deus bet gwenn, e c'houlenn ruz
Pa vez sec'hor, e goulenn glav...
Un dra bennak a vank atav
Evit bevañ gant levenez
Karit Jezuz hag ar Werc'hez
Evit bevañ gant levenez
Karit Jezuz hag ar Werc'hez
Eürus, eürus eo an hini
Zo da Jezuz ha da Vari
Gant Jezuz hag e Vamm santel
Mat eo bevañ, dous eo mervel
Evit bevañ gant levenez
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)