Eürus an hini a garo Doue
Eus e holl galon hag e holl ene (bis)
An den a blijo da Zoue hon Tad
A vo diwallet ha diwallet mat
En ti hag er park, dre holl, deiz ha noz,
Mestr ar bed warnañ a skuilho bennozh
Gantañ e bried hag e vugale
O do perzh bepred e bennozh Doue
Evel ur wezenn douret he gwrizioù
E tougo frouezh, delioù ha bleunioù
Laouen er vuhel, laouen er marv,
Gant an Aelez vat d'an neñv e pigno
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)