Enor ha gloar da Vab Doue !
Ne fell deomp kaout Mestr na Roue
Nemet Jezuz 'pad hor buhez
Galloud an den a zo bihan:
Teuziñ a ra, teuziñ buan,
Evel ar c'hoar dirak an tan
Galloud Jezuz a chom atav,
Kreñvoc'h eget ar gwez derv,
Trec'h d'an avel a stourm outo
Jezuz a dle bezañ Roue,
Peogwir ez eo Den ha Doue,
Mestr e pep lec'h, e pep mare.
Trec'het en deus e lein ar groaz,
War an aoter trec'hiñ 'ra c'hoazh
Roue ken mat n'eus bet biskoazh
Diskenn a ray, da fin ar bed,
Leun a c'halloud ha leun a sked,
Da varn an holl 'giz ma vo ret
Karomp ervat Jezuz-Doue,
Karomp ervat Jezuz-Roue,
Ha ni 'reno gantañ ivez !
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)