Ened Rosporden ( Le carnaval de Rosporden )
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Ened Rosporden   ( Le carnaval de Rosporden )

Chansons Bretonnes - Ened Rosporden ( Le carnaval de Rosporden ) Lyrics

D'ar seizhvet deiz warn-ugent dimeus a viz c'hwevrer
Eus ar bloaz mil pevar-c'hant pevar-ugent ha c'hwec'h,
En devezhioù meurlarje, e kêr a Rosporden
A zo c'houarve'et ur reuz bras. - Silaouet, kristenien;

Tri den yaouank dirollet oa en ostaliri;
Ha gant gwin leizh ar podoù oa o gwad o virviñ.
O vezañ evet a-walc'h hag o c'hofoù karget :
- Gwiskomp-ni krec'hen loened ha deomp-ni da redek! -

An trede paotr anezho, ar paotr an disterañ,
O welet e vignoned o pellaat dioutañ,
A yeas raktal d'ar garnel, e benn en deus lakaet
E benn 'barzh ur penn-marv ; euzhus oa da welet

E toulloù an daoulagad e lakaas div c'houloù;
Hag e lamme 'vel un diaoul, e-kreiz tre ar ruioù.
Ar vugale a dec'he en ur spont bras razañ,
Hag an dud reizh o-unan, a rede dirazañ.

Ober a rejont o zro heb dont da 'n em gaouet,
En ur c'horn eus ar gêr-se pa oant o-zri digouet.
Neuze youal ! ha lampat ! ha godisal o-zri :
- Aotrou Doue, pelec'h out ? Deus ganeomp da c'hoari.-

Doue skuizh oc'h o gwelet a skoas un taol pounner,
Ken a roas ur grenadenn d'an holl dier e kêr ;
Koventiñ reas 'n o c'halon an holl vourc'hizien,
Ken na gredjont oa erru diwezh eus ar bed-men.

Distreiñ reas an disterañ, a-raok mont da gousket,
Da zegas ar penn marv en-dro 'barzh ar vered
Hag eñ da vont d'e bediñ, 'n ur dreiñ e gein dezhañ:
Deus d'am zi 'ta, penn-marv, deus arc'hoazh da goaniañ.-

Neuze d'e di da gemer e baouez ez eas,
E sailhas 'barzh e wele hed an noz e kouskas.
'Tronoz vintin pa savas, eñ mont da labourat,
Heb koun 'bet mui d'an derc'hent kennebeud d'an ebat.

Eñ mont da grog en e forc'h, eñ mont da labourat,
O kanañ war bouez e benn, o kanañ disoñj vat.
Hogen, pa oa 'n dud ouzh taol, war-dro an noz-digor,
E klevjont unan bennak a skoe war an nor.

Ar mevel a savas prim evit digor dezhañ,
Kement e oe estlammet, ma teuas da gouezhañ,
Ha daou zen all a lammas raktal 'vit e sevel,
Kement e oent strafuilhet ha ma oe ret mervel.

Kerzhañ rae an Anaon kreiz an ti ez dale :
- Setu me deut da goaniañ, da goaniañ ganout-te.
Deomp-ni 'ta, ma mignon kaezh, n'eo ket pell ac'hane,
Deomp-ni hon daou d'am zaol-me a zo savet em bez.-

Ne oa ket e c'her gantañ, siwazh, peurachuet,
Pa yudas an den yaouank en ur spont garv meurbet;
Ne oa ket e gomz gantañ, e gomz peurlavaret,
Pa gouezhas krenn war e benn ar paour-kaezh diframmet.


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)