- Dom Iann Derrien, kousket a ret,
War ar plun dous, me na rann ket, Maria !
War ar plun dous, me na rann ket! -
- Petra 'zo d'ar c'houlz-ma ann noz
E-toul ma dor oc'h ober trouz? -
- Me eo ho mamm, Dom Iann Derrien ,
'Zo ama 'c'h ober pinijenn ;
'Zo 'c'h ober pinnjenn garo
Dom Iann, 'baoe ma 'z on maro.
- Ma mammik paour, din lavaret
Petra 'zo defaot 'n ho andret?
- Gwez-all, pa oann war ar bed-ze,
Me am boa gret ur bromese,
Da vont da zant Jakez 'nn Turki;
Hir eo ann hent, ha pell mont di! -
- Ma mammik paour, din lavaret,
Servijout 'raë d'in monet ? -
- Servijout raë d'ac'h monet,
Evel ma unan, ma veenn bet. -
Dom Iann Derrien a lavare
D'he dad ha d'he c'hoar, en de-se :
- Ma zad, ma c'hoar, mar am c'haret,
Roït din daou pe dri c'hant skoed;
Roït din daou pe dri c'hant skoed,
'N ur veaj pell 'm euz da vonet. -
- Brema ta, pa'z oc'h beleget,
Brema, ma breur, hon c'houitafet ? -
- Me ia d' zant-Jakez ann Turki,
Ewit ma mamm, hag ho hini. -
Pa oa gant ann hent o vonet,
Un Turkian hen euz kavet :
- Daoust did pe gouitad da lezenn,
Pe vont er mor braz war da benn! -
- Me n' gouitaïnn ket ma lezenn,
Pa iafenn er mor war ma fenn ! -
Dom Iann Derrien a lavare,
'N kreiz ar mor braz, war he goste:
- Aotro zant Jakez benniget,
D'ho ti am boa c'hoant da vonet:
Me a roï dac'h un donezon,
A vezo kaer dez ho pardon:
Me a roï dac'h ur c'houriz koar,
A raï ann dro d'ho holl douar,
Ann dro d'ho ti ha d'ho pered,
Ha d'ho holl douar benniget;
A raï un dro pe diou d'ho ti,
Iel' da skoulma d'ar grusifi! -
N'oa ket he c'hir peurlavaret,
Bars ann iliz eo antreet.
Dom Iann Derrien a lavare,
En zant Jakez pa 'z arrue :
- M'am bije gwinn ha platinenn,
Ur re d' respont ann oferenn ! -
N'oa ket ar gir peurlavaret,
Gwinn ha platinenn 'zo rentet;
'Zo rentet gwirin ha platinenn,
Un el da respont 'nn oferenn !
N'oa ket he ofern achuet,
He vamm d'ez-han em diskouezet :
- Kendalc'h, ma mab, kendalc'h bepred,
Ene da vamm t'euz delivret !
Ene da vamm t'euz delivret,
Da ene da unann zalwet ! -
Dom Iann Derrien a lavare
En zant Jakez hag en de-se:
- Aotro zant Jakez benniget,
Grit c'hoas ur burzud em andret :
Plijit gant-oc'h ma 'z inn d'ar ger,
Me roï d'ac'h un donezon gaer:
Me a roï d'ac'h ur banier-gwenn,
Vo seiz kloc'h arc'hant euz he benn;
Vo seiz kloc'h arc'hant euz he benn,
Hag un troad balan d'hen dougenn;
Me a roï d'ac'h ul lamp aour-finn,
Braoa hini vo 'n foar Kintin,
Ha gwiskamant d'ho seiz aoter,
Hag un oferenn bep-gwener! -
N'oa ket ar gir peurlavaret,
War dreuzou he dad eo rentet;
Rentet er ger, en ti he dad,
O c'houeza ann dour hag ar goad !
He c'hoar, vel ma deuz-han gwelet,
Wit hen torcha hi a zo et;
Ma deuz tapet ul lienn-gwenn,
Ewit hen torcha penn-da-benn.
- Ma c'hoarik paour, n'am torchet ket,
Ken am bo ma c'houezenn eured;
Ene ma mamm 'm euz delivret,
Ha ma hini am euz zalwet! -
Doue d' bardono 'nn holl anaon,
'Ma he gorf paour war ar var'-skaon;
Breman ema dirag Doue,
Graz d'imb holl da vonet iwe!
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)