- Ma mamm va dimezit
Me gar oll dud ar Roué
Ma mamm grit an dra zé
Me a gar an armé
Ravisset eo ma c'halon
Pa glevan taboulinon
Ac'hané am euz c'hoant
Choaz eur soudard iaouank
Ac'hané am euz c'hoant
Choaz eur soudard iaouank
- Ma merc'h, torrit ho c'hoant
Hag ivé ho faltazi
Soudard pé vartolod
N'ha po evit ho lod
Sellet viot eur plac'h fall
Sur gand an holl verc'hed all
Neuzé torrit hoc'h c'hoant
'Vid eur soudard iaouank.
- Ma mamm, ar botred vrao
Zo é servich ar Roué
M'ar dint potred vaillant
E kerzont hep damant
En arme p'ho goulenner
E rankont (obeissa) (pe : bale ter)
Ac'hané am euz c'hoant
Choaz eur soudard iaouank.
- Ma merc'h, torrit ho c'hoant
Hag ivé ho faltazi
Soudard pé Verdura (1)
Ho rento reuzeudic
Ar rezé ho tisprijo
Ouspenn zur o tilezo
Poan ha mizer ho pé
E vaga bugalé.
- Va mamm hag e vé gwir
Am béfé mé bugalé
Dreist oll ma vent potred
Eur veich e vent savet
Ez afent d'an armeou
Evel m' ema ho zadou
Ha neuze am euz c'hoant
Choaz eur soudard iaouank.
- Va merc'h, torrit ho c'hoant
Hag ivé ho faltazi
Pa vint diambarket
War an douar rentet
Ez int d'an hostaliri
Da eva, d' en em veui
Ma merc'h da eva gwin
Da fouetta libertinn.
- Va mamm hag e vé gwir
A evfent peb a vanné
Vid en em gonforti
P'hé deuz poan hag enoué
Pa vezint diambarket
Ha war an douar rentet
Kanomp kent disparti
Vo gret ma dimizi !
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)