Kado o vont gant ar c'hoad don,
Gantañ e gloc'hig sklint o son; (bis)
Ken a ziredas un tasmant
Glas e varv evel d'ar man;
Hag e zaoulagad o teviñ,
'Vel dour ar c'haoter o virviñ
Kado, ar sant, a zegouezhe
Gant Marzhin ar barz, en deiz-se.
- Kemenn a ran en an' Doue !
Lavar din-me petra out-te ?
- En amzer ma oan barz er bed,
Me oa gant an holl enoret ;
Dioc'htu ma 'z aen 'barzh ar sal,
E kleved an holl o youc'hal.
Dioc'htu ma kane va delenn,
Kouezhe diouzh ar gwez aour melen,
Roueoù ar vro am c'hare,
Roueoù all holl am douje
An dudigoù paour lavare :
- «Kan, Marzhin, kan, e peb mare.»
Laret eure ar Vretoned
«Kan, Marzhin, an traoù da zonet. »
Bremañ er c'hoajoù e vevan,
Den na ra stad ouzhin bremañ.
Bleizi, ha moc'h gouez, kreiz ma hent,
Tre ma'z an biou, a skrign o dent,
Kollet eo ganin va delenn,
Pilet eo gwez an aour melen ;
Roueoù Breizh a zo marv
Roueoù all a wask ar vro
Na lavar ken ar Vretoned
«Kan, Marzhin, an traou da zonet. »
I a ra ouzhin Marzhin-fol,
A daolioù mein am c'hasont holl.
- Paour-kaezh dud, distroit en-dro.
Ouzh Doue zo 'vidoc'h marv.
Hennezh en do truez ouzhoc'h ;
Da neb a fiz ennañ ro peoc'h.
- Ennañ fizis, c'hoazh e fizian,
Outañ truez a c'houlennan.
- Drezon oc'h eus truez gantañ,
En Tad, er Mab, er Spered Glan !
- Me a losko ur youc'hadenn
D'am Roue, gwir Zoue ha den !
Me gano e vadelezoù,
A oad da oad dreist an oajoù.
- Paour-kaezh Marzhin, Doue d'ho klevo !
Aelez Doue deoc'h ambrougo !
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)