Ha c'hwi paotrig an douar nevez
Ladirala, ladirala
Ha c'hwi paotrig an douar nevez
Hag aes eo deoc'h-hu bout aze ?
Gwelloc'h e ve deoc'h-hu taol evezh
Ladirala, ladirala
Gwelloc'h e ve deoc'h-hu taol evezh
Ha kaout plac'h yaouank 'n ho kostez
Mard emañ ho c'hoant en dañs, Ladirala...
Ha bout emañ en asurañs
Taol an dorn diwar he fenn
Ha chañch ane'i kreiz an dachenn
Setu aze 'mañ degoue'et
An daou zen joli da welet
Daou zen joli ha daou zen ge
Ha plumachennoù deus o sae
Plumachennoù deus o zog
Un da zreñv hag un d'hoc'h raok
Un da c'hog hag un da yar
Hag ur c'hozh traig da glujar
Presnestroù kroaz war ar c'hreisteiz
Hag int zigor pa sav an deiz
Int zigor pa sav an deiz
Kenkoulz an eil 'vit egile
Tro an heol ar prenestr bras
Ha c'hwi paotr yaouank it d'ho plas
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)