Gouel holl daeroù da zaoulagad
Gouel gant ar geuz d'an amzer all!
Dont 'ra d'az spered, dre vagad
Soñjezonoù eus a wechall
Na mignoniach, na karantez!
Kollet int er stourm 'vit ar vuhez!
Gouel ha huanad ur c'hlemmgan
Rak bremañ emaout da-unan
Rak bremañ emaout da-unan
Da dud paour, erru 'n o c'hozhni
N'o deus ken ac'hanout ganto
Pell outo, 'barzh ar velkoni,
E renez devezioù c'hwerv !
Hag an noz, en da wele kalet,
'Trezek da vamm e ya da spered
Ar vamm da zougas ken bihan !
Mes bremañ emaout da-unan
Mes bremañ emaout da-unan
Da-unan ! Ger yen ha digar
A skorn pep elfenn er galon !
Ger a zisesper, a c'hlac'har,
A zienez hag a spouron !
Hep ur mignon aze, 'n az kichen
- Kaset int bet pell gant ar wagenn -
Hep ur par en tu all d'az tan
En da gambr yen out da-unan
En da gambr yen out da-unan
Marteze 'teuy deizioù kaeroc'h
Un heol dousoc'h un eur a vo
Ur pennad karantez wiroc'h
E-tal da dud, e-barzh da vro !
Mes da c'hortoz, kan war da delenn
Gwerzioù silet dre greiz an anken
Hirvoud war da stad ur c'hlemmgan !
Hen kana a ri da-unan
Hen kana a ri da-unan
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)