Soñjomp d'ar gentañ dizenez er joa en devoe ar Werc'hez
Pa oe gant an ael saludet da vezañ Mamm Salver ar bed
En eil mister, sellomp Mari o kuitaat he bro hag he zi
Evit gwelet Elisabet a zouge Sant Yann binniget
En trede mister, hor Salver zo ganet en ur c'hraou dister
Hag a lavar deomp distagañ hor c'halon diouzh traoù ar bed
Er pevare mister joaius, ar Werc'hez a ginnig Jezuz
Ganto ivez korf hag ene, en em ginnigomp da Zoue
Er pempvet mister ar Werc'hez a gavas goude tri devezh
He Mab e-kreiz an doktored, leun a furnez hag a spered
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)