Bosenn Elliant (La peste d'Elliant)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Bosenn Elliant (La peste d'Elliant)

Chansons Bretonnes - Bosenn Elliant (La peste d'Elliant) Lyrics

Tre Langolen hag ar Faouet
Ur barzh santel a vez kavet
Hag eñ Tad Rasian anvet

Laret en deus d'ar Faouediz :
Lakaet un oferenn bep miz
Un oferenn en hoc'h iliz

Aet eo ar vosenn a Elliant
Hogen n'eo ket aet hep forniant
Aet zo ganti seizh mil ha kant

E bro Elliant, hep laret gaou,
Emañ diskennet an Ankou
Marv an holl dud nemet daou

Ur c'hwregig kozh tri-ugent vloaz
Hag ur mab hepken he devoa

"Edi ar vosenn penn ma zi :
Pa garo Doue 'teui en ti
Ni yey 'maez pa deui", emezi

E kreiz Elliant, er marc'hallec'h,
Geot da falc'hat e kavfec'h

Nemet en hentig eus ar c'harr
A gas re varv d'an douar

Kriz vije 'r galon na ouelje
E bro Elliant, neb a vije :

Gwell't triwec'h c'harr tal ar vered
Ha triwec'h all eno tonet

Lec'h oa nav mab en un tiad
Aent d'an douar en ur c'harrad
Hag o mamm baour oc'h o charrat

O zad a-dreñv o c'hwibannat
Kollet gantañ e skiant-vat

Hi a yude, galve Doue
Reustlet e oa korf hag ene

"Lakaet ma nav mab en douar
Ha me roy deoc'h ur gouriz koar

A rey teir zro en-dro d'ho ti
Ha teir en-dro d'ho minic'hi

Nav mab em boa em boa ganet
Setu gant an Ankou int aet

Gant an Ankou e toull ma dor
Den da hul din ul lommig dour !"

Leun er vered rez ar c'hleunioù
Leun an iliz rez an treuzoù

Ret eo benniget ar parkoù
Da lakaat enno ar c'horfoù

Me wel er vered un dervenn
Hag en he beg ul liñser wenn
Aet an holl dud gant ar vosenn


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)