paroles Chansons Bretonnes Bonomig

Chansons Bretonnes - Bonomig Lyrics

1
Ne oan 'met pemzek vloaz ha pa oan dimezet
Ha pa oan dimezet
D'ar c'hozh bonomig kozh ha me ne garen ket (bis)

2
Bonomig ne fell ket de'añ na yefer davit dour
Eñ pren' ur podig pri ha teue d'am sikour

3
Bonomig fell ket de'añ na yefer d'ar foarioù
Ha me chome 'ba 'n gêr, setu ni chome 'n daou

4
Bonomig fell ket de'añ na yefer d'ar festoù
Ha me chome ba'n gêr, setu ni chome 'n daou

5
Marv ar Bonomig, marv hag interet
Lakaet eo ba'n douar da zibi, gant preñved

6
A-benn disul penn-zun emañ servij eizhteiz
Me bedo 'r sonerien da seniñ war e vez

7
Sonit 'ta, sonerien, sonit ha sonit kañv
Marv eo bonomig na n'eus ket keuz 'bet de'añ

8
Gant argant bonomig, me 'm bo un den yaouank
A yelo d'ar foarioù, d'ar festoù pa 'm bo c'hoant

9
A yelo d'ar foarioù, d'ar festoù pa 'm bo c'hoant
Kalon daou zen yaouank zo joaius ha brilhant

10
Kalon daou zen yaouank zo joaius ha brilhant
Kalon ar bonom kozh zo karget a dourmant


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)