Deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, deomp d'ar gad!
Deomp kar, deomp breur, deomp mab, deomp tad!
Deomp, deomp, deomp holl, deomp 'ta tud vat!
Mab ar c'hadour a lavare
Lavare d'e dad, ur beure :
"Marc'hegerien war lein ar bre !"
Marc'hegerien o vont e-biou
Mirc'hed dindane, glas o liv,
Oc'h hinteal gant ar riv !
Stank-ha-stank, c'hwec'h-ha-c'hwec'h, e ri
Stank-ha-stank, e ri tri-ha-tri
Mil goaf ouzh an heol o lintriñ
Stank-ha-stank, e ri, daou-ha-daou,
O vont da heul ar banieloù
Hag a vrañsell glan an Ankou
Nav bant roug an daou benn ane'e
Bagad Arzhur, e goaran, eo
Arzhur a-raok lein ar menez
"Mar 'mañ Arzhur an hini eo
Prim d'hor gwareg ha d'hor gwall vev
Ha rak d'e heul, ha flimm ra flev !"
Oa ket e c'her laosket a-grenn
Pa drouzkrozas ar youc'hadenn
Hed ar menezioù penn-da-benn
"Kalon am lagad ! penn am brec'h !
Ha lazh am bloñs, ha traoñ ha krec'h
Ha tad am mab, ha mamm am merc'h !
Marc'h am kazeg, ha mul am az' !
Penn-lu am mael, ha den am gwaz !
Gwad am daeroù, ha tan am c'hwezh !
Ha tri am unan, evit mat !
Traoñ ha krec'h, noz-deiz, mar gell pad
Ken a redo en traoñioù gwad !
Er stourmat treuzet mar kouezhomp
Gant hor gwad en em badezfomp
Ha laouen galon a varfomp
Mar marvomp evel ma dleet
D'ar gristenien, d'ar Vretoned,
Morse na varvimp re abred !"
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)