Me oa 'r bugelik iaouank-flamm,
Pa varwaz ma zad ha ma mamm;
Oblijet oann da glask ma boed,
Kapabl d'hen gonit na oann ket.
Ma oann leusket war ann hent-braz,
War ann hent-braz ewit em glask.
Pa oann diskennet en hent doon,
Me o rankontr tud-a-feson;
O rankontr aotro hag itron,
Pa oann diskennet hent doon;
Ma laraz 'nn aotro d'ann itron
- Sell aze 'r bugel-a-feson;
Hi c'homerromp ganimb 'n hon zi,
'Vel d'hon bugel greomp d'ez-hi. -
Pa oann bet tric'houec'h miz 'n ho zi,
Oa gret un habit newez din
Me a oa maget ha gwisket,
'Vel pep-hini ann-he bewet.
P'oann bet tric'houec'h vloaz en ho zi,
(Tri bloaz war-n-ugent 'm boa neuze)
Laraz ma mestr mad d'am mestrez
- Poent e dimizi 'r vinorez,
Rei d'ei noblanz ar Feunteuniou,
Kaera noblanz a zo er vro;
Kaera noblanz a zo er vro,
Un darn, itron, euz hon mado. -
Ma laraz neuze ma mestrez :
- N' vo ket dimet ar vinorez;
N' vo ket dimet ar vinorez,
Ken 'vo bet ganimb 'n pardon Agnez;
Bep-bloa 'teu ganimb d'ar pardon,
Dre m'eo ur bugel-a-feson...,. -
Pa arruaz ebars ar c'hoad,
'Teu c'hoant-housket d'am mestrez-vad;
Me 'c'h azeza war ar c'hlazenn,
Tapout hi fenn war ma barlenn;
Tapout hi fenn war ma barlenn,
Hag a vanaz kousket soudenn
O tont un dra da laret d'in
- Laz da vestrez, zent a-ouz-in
Laz da vestrez, zent a-ouz-in,
Hag itron en hi flaz e vi ! -
Euz ann dra-ze am euz zentet,
Ma mestrez vad am euz lazet;
Ma mestrez vad am euz lazet,
Seiz taol-kontel d'ei 'm euz roët.
P'am boa lazet ma mestrez vad,
Na ouienn pelec'h hi lakad.
O tont un dra da laret d'in,
Dre ma oann ken nec'het gant-hi;
- Na kerz te gant-hi d'ar poull-glaou,
Ha kuz 'nn ez-hi gant deilou-kraou. -
Me a ieaz neuze d'ar pardon,
Doue 'ouie ma intention.
Me o rankontr ma mestrik mad,
O kana hag o c'huibanad;
O kana bag o c'huibanad,
Me 'roaz d'ez-han kalonad !
- Ma mestrez vad a zo lazet,
Bars ar c'hoad, gant ar forbaned
Me vije iwe, penamet
E-meaz ar c'hoad am euz redet.
- Ma vijac'h bet fidel d'ez-hi,
C'hui vije lazet koulz ha hi ! -
Ma mestrik mad, p'hen euz klewet,
Ter-gwes d'ann douar 'zo koezet;
Ter-gwes d'ann douar eo koezet,
Hag am euz-han bep-gwes savet :
- Tawet, mestrik, na oelet ket,
Me ho servijo 'vel bepred;
Met n'inn ket ganec'h da gousket,
Ken 'vomp dimet hag eureujet. -
Sevel 'ra 'tre-z-he prepoziou
Na diwar-benn ann dimiziou.
Pa oant dimet hag eureujet,
Hi poent da vonet da gousket,
'C'h antrenn ar c'horf maro en ti,
Ha seiz sierj koar dira-z-hi;
Seiz sierj allum dira-z-hi,
Unan a oa war bep-gouli.
- Savet al lec'h-se, minorez,
C'hui oc'h euz lazet ho mestrez;
C'hui 'c'h euz lazet ho mestrez-vad,
Tamallet d'ar forbaned er c'hoad
Hi friet, pa hen euz klewet,
'Meaz he wele a zo zavet;
En ur fuzul ez eo kroget,
En aviz hi lazan eo et :
Met ar c'horf maro 'n euz laret :
- Ma fried paour, n' hi lazet ket,
Met hi leusket da glask hi boed,
Etre Cavan ha Tonquedec,
Lec'h na vezo ket anvezet,
M' tamanto hi c'horf d'hi fec'het ! -
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)