Ar C'hakous (Le Lépreux)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Ar C'hakous (Le Lépreux)

Chansons Bretonnes - Ar C'hakous (Le Lépreux) Lyrics

AN DEN YAOUANK
Krouer an neñv hag an douar !
Mantret va c'halon gant glac'har.
O kounañ en noz hag en deiz
D'am dousig koant, d'am c'harantez

Me zo war va gwele chomet,
Dalc'het, siwazh ! gant ar c'hleñved ;
Ma ve va dousig a deufe,
E berr-amzer am frealzfe.

Evel gant ar Werelaouen,
Goude un nozvezh a anken
Mar deufe ma dous d'am gwelet,
E ven ganti dizoaniet.

Ma lakafe beg he genou
War bordig skudell va louzoù,
Da evañ goude pa yefen
Gwellaet raktal e vijen.

Ar galon az poa din roet,
Va muiañ-karet, da viret,
N'em eus kollet na distroet,
Na lakaet da uz fall ebet

Ar galon az poa din roet,
O va dousig koant, da viret,
Em eus mesket gant va hini
Pini da hini? va hini?

AR PLAC'H
Piv a gomz ouzhin evel-se.
Ha me ken du hag ur vran ve?

AN DEN YAOUANK
Pa vec'h ken du hag ar mouar,
Gwenn-kann oc'h d'an hini ho kar !

AR PLAC'H
Den yaouank, ur gaou a leret
Va c'halon deoch' n'em eus roet ;
N'em eus ker mui ac'hanoc'h,
Ur c'hakous a ouzon-me oc'h !

AN DEN YAOUANK
'Vel un aval e beg ar we'enn
Emañ kalon ar feumelenn ;
Kaer ve an aval da welet,
Hag ur preñv e-kreiz zo ku'et.

Evel un delienn war ar brank,
Emañ gened ar plac'h yaouank
An delienn gouezh war an douar,
Ar c'hened ivez a ziskar.

'Vel ar bleun glas diouzh lez ar stank
'Mañ karantez ar plac'h yaouank,
Ar bleunig a dro wechigoù,
Ar bleunig a dro, a zistro

Ar bleunig a dro wechigoù,
Karantez ar plac'h tro atav
Ar bleun a yelo gant an dour
Ha gant an ankoun an traitour.

Me a zo ur c'hloaregig paour,
Me a zo mab da Yann Kaour
Bez on bet tri bloaz o studiñ,
Hogen bremañ na in ket mui.

'Benn ur pennad me yey en-dro,
Me yey en-dro kuit deus ar vro ;
'Benn un pennadig vin marv,
Ha d'ar purkator me yelo.

AN DEN YAOUANK
Krouer an neñv hag an douar !
Mantret va c'halon gant glac'har.
O kounañ en noz hag en deiz
D'am dousig koant, d'am c'harantez

Me zo war va gwele chomet,
Dalc'het, siwazh ! gant ar c'hleñved ;
Ma ve va dousig a deufe,
E berr-amzer am frealzfe.

Evel gant ar Werelaouen,
Goude un nozvezh a anken
Mar deufe ma dous d'am gwelet,
E ven ganti dizoaniet.

Ma lakafe beg he genou
War bordig skudell va louzoù,
Da evañ goude pa yefen
Gwellaet raktal e vijen.

Ar galon az poa din roet,
Va muiañ-karet, da viret,
N'em eus kollet na distroet,
Na lakaet da uz fall ebet

Ar galon az poa din roet,
O va dousig koant, da viret,
Em eus mesket gant va hini
Pini da hini? va hini?

AR PLAC'H
Piv a gomz ouzhin evel-se.
Ha me ken du hag ur vran ve?

AN DEN YAOUANK
Pa vec'h ken du hag ar mouar,
Gwenn-kann oc'h d'an hini ho kar !

AR PLAC'H
Den yaouank, ur gaou a leret
Va c'halon deoch' n'em eus roet ;
N'em eus ker mui ac'hanoc'h,
Ur c'hakous a ouzon-me oc'h !

AN DEN YAOUANK
'Vel un aval e beg ar we'enn
Emañ kalon ar feumelenn ;
Kaer ve an aval da welet,
Hag ur preñv e-kreiz zo ku'et.

Evel un delienn war ar brank,
Emañ gened ar plac'h yaouank
An delienn gouezh war an douar,
Ar c'hened ivez a ziskar.

'Vel ar bleun glas diouzh lez ar stank
'Mañ karantez ar plac'h yaouank,
Ar bleunig a dro wechigoù,
Ar bleunig a dro, a zistro

Ar bleunig a dro wechigoù,
Karantez ar plac'h tro atav
Ar bleun a yelo gant an dour
Ha gant an ankoun an traitour.

Me a zo ur c'hloaregig paour,
Me a zo mab da Yann Kaour
Bez on bet tri bloaz o studiñ,
Hogen bremañ na in ket mui.

'Benn ur pennad me yey en-dro,
Me yey en-dro kuit deus ar vro ;
'Benn un pennadig vin marv,
Ha d'ar purkator me yelo.


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)