Na mar karje Landregeriz
Alc'houezañ kloz dor o iliz,
Na vije ket ur bugel-koar
Bet badezet en skeud al loar.
Ar Vagerez a c'houlenne
Eus 'n aotrou Penfeunteun, un deiz:
- Mar plij ganeoc'h, din lavaret
Eus a belec'h a zistroet ? -
- Distreiñ a ran eus ar ru-vras,
O prenañ ur sae satin-glas,
Brodet en-dro gant neud-arc'hant,
D'am fennherez, ur plac'hig koant. -
- Ma klevfac'h ar pezh 'ouzon-me,
Bikenn he sae na lakafe;
Bikenn he sae na lakafe,
Hag ho taoulagad n'he gwelfe.
Ho merc'h 'deus graet ur bugel-koar,
'Vit ho kas diwar an douar:
Ur bugel-koar he deveus graet
Evit ho kas prim d'ar vered!
Douget he deus-han nav miz-kloz
Etre he hiviz hag he brozh;
Douget he deus-han 'pad nav miz
Etre he brozh hag he hiviz. -
An aotrou kozh, p'en eus klevet,
D'ar gêr buan 'zo diredet:
- Roit, ma merc'h, ho alc'houezoù,
'Vit ober mezh d'ar gwall-deodoù! -
Ar bennherez, pa deus klevet,
Teir gwech d'an douar 'zo kouezhet;
Teir gwech d'an douar eo semplet,
He lez-vamm he deus hi savet;
He lez-vamm he deus hi savet,
Ha dezhi he deus lavaret:
- Roit d'ho tad an alc'houe'où,
Ma vo graet mezh d'ar gwall-deodoù. -
- Alc'houez an armel 'm eus kollet,
Alc'houez an arc'h am eus torret;
Alc'houez an arc'h am eus torret,
Me n'am eus ken alc'houez ebet. -
'N aotrou Penfeunteun kounnaret,
En ur vouc'hal a zo kroget;
An arc'h kerkent en deus drailhet,
Ar bugel-koar a zo kavet.
En ul lienn ez oa paket,
Ha gantañ ur yalc'h a gant-skoed,
Evit reiñ d'ar beleg diboell
En doa badezet ar bugel.
Teir gwech an deiz hi hen save,
Teir gwech an deiz hi hen broude;
Pa vroude 'nezhañ gant spilhoù,
E save pistig d'an aotrou:
Pa hen broude gant spilhoù-bras,
En e galon a skoe gloaz;
Pa domme 'nezhañ eus an tan,
An aotrou a yae moan-eus-moan.
'N aotrou Penfeunteun a lâre
D'he bennherez, neubeut goude:
- Deiz-sul, goude an ofern-bred,
Ma fennherez, c'hwi 'vo losket! -
- O ya ma zad, losket a vin,
Me dougo keuneud d'am loskiñ.
- Nann, ar c'heuneud na zougfet ket,
Rak en ur c'harr c'hwi 'vo douget.
Ar bugel-koar, ar bennherez,
Ar baeron hag ar vaeronez,
O-fevar ez int bet losket
Dirak an boll bopl dastumet;
Dirak an holl bobl dastumet,
O-fevar ez int bet losket,
Ar belek yaouank disakret,
Ha kerkent goude dibennet
An aotrou-kozh a ouele stenn,
Hag a ziframme e vlev gwenn,
O welet e verc'h o leskiñ,
Pa n'en doa bugel nemeti !
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)