Glac'haret eo va spered dirazoc'h, Bretoned (bis)
Va selaouit gant evezh, tra la la la la lo,
Va selaouit gant evezh un ampoent, me ho ped } (bis)
Evit ma tisklerin deoc'h ur bromesa bourdus
Pe siwazh un disparti etre daou amourous
N'on ket den a zrouk-selloù pa ne an'vezan ket
Ha desketoc'h evidon a zo bet 'n em lu'iet
E-barzh e lasoù Venuz hag he mab Kupidon
Pehini a rent maleürus siwazh meur a galon
Me zo un denig yaouank hag am eus asantet
Karout ur plac'hig yaouank mat da vezañ karet
Rak dirak va daoulagad n'am boa kavet hini
Da gaout un aer ken plijus, hervez va faltazi
Da ouel Vari-hanter-Eost, kentañ 'm boa he gwelet,
Nag he c'hic'hen er pardon a oan bet azezet
Oa e parrez Plouzeniel e-barzh ar gozh iliz
Er plas deol ha santel goude fin an ofis
Setu e teu Kupidon gant e armon nevez
Da enaou' en hor c'halon tanig ar garantez
Diskleriañ 'ris d'ar plac'hig, er fin ar vodadeg,
Da gavout he mignoniez me vije anaoudek
Hag evit 'n em asuriñ dimeus he c'harantez
Me c'houlennas diganti mennad priedelez
"Va mignon, ni zo yaouank d'ober promesaoù
En hor disterañ garwask chañchomp hor menozioù
- Birviken an amzer fall na teuio da zispenn
Ar gwir garantez leal deoc'h emaon o tougen
- Me am eus disfiziañs dimeus ho karantez
Roit din ar bromesa 'vit peurrest ho puhez"
Kemer rejomp evidomp Advokad Bro-Dreger
Rak hor c'halon n'oa ket gouest da chom hep kulator
En iliz a Vinihi, d'an naontek a viz Mae,
Rejomp le da zimeziñ an eil gant egile
Sekret oa ar bromesa dirak ur bobl a-leizh
Oa diredet an deiz-se a bep kostez ouzh Breizh
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)