Un devezh oan dezertet deus penn ma batailhon
Me ober ur sell war ma lerc'h, remark ma c'habiten
Ma c'habiten oa war varc'h, me oa ivez war droad
Hag a c'houlas diganin-me : "Da belec'h ez kamarad ?"
Hag a c'houlas diganin-me : "Da belec'h ez ma mignon ?
Ha distro 'ta war da giz da ramplis da vatailhon"
Me zistroas war ma c'hiz evit monet d'am c'hazarn
Gant ma visaj kolouret, ma fas karget a spern
Pa oan 'ruet 'toull ma c'hazarn 'tiwiskas ma c'hapotenn
Nag e fourras ma fuzuilh ha tispakas ma zabrenn
Nag e fourras ma fuzuilh ha tispakas ma zabrenn
Ar c'hentañ hin' m'eo lazhet o! oe ma mestr kabiten
Ar c'hentañ hin' m'eo lazhet o! oe ma mestr kabiten
Lazhet eo ma c'habiten, foutre kaer ran deus-se
Lazhet eo ma c'habiten, foutre kaer ran deus-se
'Benn un daou pe a dri de' me a vo lazhet ivez
Pa vin 'ruet war an dachenn evit bezañ fuzuilhet
Gant ur mouchouer koton gwenn o! serten me vo mouchet
Gant ur mouchouer koton gwenn o! serten me vo mouchet
Gant ur mouchouer koton glas, mouchet ma daoulagad
Gant ur mouchouer koton glas, o! mouchet ma daoulagad
Ar c'hentañ hin' skoio warnon vo ma brasañ kamarad
Ar c'hentañ hin' skoio warnon vo ma brasañ mignon
Chouko un tenn din 'barzh ma fenn tri pe be'ar 'barzh ma c'halon
Chouko un tenn din 'barzh ma fenn tri pe be'ar 'barzh ma c'halon
Setu aze ar rekompañs evit lazh' ur c'habiten
Kaset keloù da ma zud , o! skrivit war paper gwenn
Lârit dezhe vin chomet o! amañ war an dachenn
Ne lavarit ket d'am zud o! peseurt marv m'eus bet
Lârit dezhe v'en marv gant ur paouret kleñved
Lârit dezhe v'en marv gant ur paouret kleñved
Pe en traoñ 'barzh ar mor don 'giz ar vartoloded
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)