A pa oen-me yaouank é lesat ar merc'hed
E lesat ar merc'hed
A pa oen-me yaouank é lesat ar merc'hed
E lesat ar merc'hed
Ne vanke ket james argant e seier ma jilet, o
Ne vanke ket james argant e seier ma jilet
Ne vanke ket james argant e seier ma jilet, o
Ne vanke ket james argant e seier ma jilet
Setu me dimezet, kavet eo din ma far
Ret a vo din lâret adieu da blijadurioù an douar
Un deiz oen é vale a-barzh e ma jardrin
Me rankontras un evnig roz àr ur barr é kaniñ
Hag eñ a gan hag a ziskan, hag e lâr dre e boz
Daou zen yaouank ec'h ober al lez ne gousk na deiz na noz
An evnig-se 'n deus lâret ur gaou kar 'm eus eñ aprouvet
Me zo bet yaouank èl ar re 'rall ha me gouske bepred
A-barzh e ma jardrin eh eus tri boked plantet
Daou anezhe ra fleurderoz, an arall ne ra ket
Daou anezhe ra fleurderoz, an arall ne ra ket
An dra-se ziskouez deomp-ni plac'hig penaos 'n em garomp ket
Me garhe bout plac'hig en ho kompagnunezh
Durant ma ve ur maen velin é teuziñ en ur wazh
Ur maen melin er wazh a vez pell é teuziñ
An amitie 'tre daou zen yaouank 'vez ket pell é pasiñ
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)