Met en eur c'hoarzin ha gant fent
He deus dizeliet va rozennig kerkent
Ha stlapet an deliou war an hent
Dastum a ris peb deliennig
Ha gant gwad ruz-tan va faour-kêz rozennig
Me am eus skrivet eur ganaouennig
Furchet ganin e pep tachenn
A-dreuz hag a-hed a dre beb gwenojenn
N'em eus kavet nemet eur rozenn
Eur rozenn ruz am eus kavet
Ha d'ar pevar lamm setu me diredet
Da rei anezi d'am muia karet
Er beure-mañ ha beure mad
Laouen va halon ha dishual va zroad
Me a zo bet er c'hoad uhel
Me a zo bet er c'hoad uhel
O klask bokedou evid va dimezell
En desped d'ar glao ha d'ar gwall-avel
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)