Va labousig gwenn (Mon petit oiseau blanc)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Va labousig gwenn (Mon petit oiseau blanc)

Chansons Bretonnes - Va labousig gwenn (Mon petit oiseau blanc) Lyrics

Me am eus paket ul labousig gwenn
Ul labousig gwenn
A gren e vruched evel un delenn
O kanañ din-me e vravañ kanaouenn

Va lez da nijal, a lavare din
A lavare din
Ma 'gano kaeroc'h va sonioù lirzhin
Eus an noz bemdez hag ivez bep mintin

'Vit o digeriñ me 'm eus divaskell
Me 'm eus divaskell
Ret e ven lezet, en neñv, da sevel
Anez e varvin ha ne vezo ket pell

Kerzh en aer eta, va labousig gwenn
Va labousig gwenn
Nij atav seder, kan bepred laouen,
Me 'm bo keuz atav dit, va labousig gwenn


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)