Ur verc'h en em gavet diaes (La fille embarassée)
Chansons Bretonnes
paroles Chansons Bretonnes Ur verc'h en em gavet diaes (La fille embarassée)

Chansons Bretonnes - Ur verc'h en em gavet diaes (La fille embarassée) Lyrics

Louiz un nozvezh er veilhadeg
A erruas diwezhat
He c'houef a yoa gwall fichet
Hag he mamm d'he skandalat
- Va mamm, selaouit, emezi
Ar pezh zo digouezhet din
Ha p'am bezo komzet mat deoc'h
Me gred n'am skandaloc'h ket.

Abred e vijen erruet
Panevet mab Nicolaz
Goud a rit penaoz eus he gêr
D'hon hini neus met ur paz
Na linn va c'hegel a zougen
Met hennezh zo ker mechant
En deus laret din : « Berjerenn,
Pelec'h ez it ker buan ? »

Hag evit m'am lezfe trankil
Evit n'am daleje ket
M'eus hen tretet a imbesil
A dra zot ha diwezhat
Ha kaer am eus bet lavaret
Dre forzh fellas pokat din
Oh va mamm n'hellen ket miret
Na ziroljen da c'hoarzhin

- Penaos e fell deoc'h mezhegez
Ne raje ket ur seurt tra
Rak oc'h ober ar c'hoarzherez
E tenec'h sur d'hen hessal
Ret e oa krial ha gouelañ
Ha reiñ dezhañ taolioù troad
Kregiñ ennañ, e skrabinat,
Krañchat en e zaoulagad

Ret e oa krial ha gouelañ
Ha reiñ dezhañ taolioù-troad
Kregiñ ennañ, e skrabinat
Krañchat en e zaoulagad
- Ha penaos, ma mamm, e fell deoc'h
Kement-se holl e rajen
Goud a rit penaos ar c'holer
A zo ur pec'hed marvel


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)