Ur plac'h yaouank deus a Wengamp
Deridra la la, ridiride-no
A zo marv e-kreiz he c'hoant
Deridra la la la la ridirida
Deridra la la ridiride-no
A zo marv e-kreiz he c'hoant
O sell't ouzh ur milour arc'hant
O sell't ouzh ur milour arc'hant
He devoa bet gant he c'halant
Hi mamm a lare de'hi un deiz
"Jezuz, ma merc'h, koantat out-te !
- Petra 'dalv din-me be'añ koant
Pa na n'hellan kavet ma c'hoant
- Tevet ma merc'h, na ouelet ket
Arc'hoazh me yel' da Sant Brieg
Arc'hoazh me yel' da Sant Brieg
Me zegaso deoc'h ur c'hloareg
- Benn ma vet bet a Sant Brieg
Me vo marv ha douaret
Laket ma bez kreiz ar vered
Ha warne'hañ pevar boked
Ha daou re wenn ha daou re zu
Da gas ar gañv en daou du"
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)