paroles Chansons Bretonnes Trogadec

Chansons Bretonnes - Trogadec Lyrics

'Baoe m'eo marv Trogadeg,
Den en e di na eus badet.

Ur beleg yaouank a Leon,
Un den gardizh, kriz a galon,

A oa deut un devezh d'e di,
Espres evit hen konjuriñ.

Ar beleg yaouank c'houlenne,
Eus Trogadeg, p'hen konjure :

- Trogadeg, din-me lavaret,
Pere 'n torfedoù hoc'h eus graet?

- Triwec'h vloaz 'zo, mar na eus c'hoazh,
'Baoe m'on 'n ifern losket poazh

- Gaou a lavaret, Trogadeg,
Rak n'eus ket teir zun tremenet;

Emañ ar varskaoñ war ho pez,
Abaoe ho servij eizhtez. -

- Mar 'mañ ar varskaoñ war ma bez,
M' ho ped, hen lammet ac'hane;

N' roet ket din dour-benniget,
Nemet kreskiñ ma foan na ret. -

- Trogadeg, din-me lavaret,
Petra 'zo kaoz ma 'z oc'h daonet ? -

- Keit 'zo 'tre Brest ha Lezneven,
Am eus laeret gant ma gwalenn;

Am eus laeret a serj Paris,
O sachañ m' gwalenn war he giz.

P'am bije gwerzhet teir gwalenn,
Nemet div-hanter na droc'hen;

Nemet div-hanter na droc'hen,
Ma werzhen pemp skoed ar walenn.

Un ti nevez am eus savet,
Gant 'n arc'hant drouk akuizitet;

Gant 'n arc'hant drouk akuizitet,
Me garje e lein war e oaled!

Ar maen uhellañ 'n izellañ!.....
Allas! diwezhat 'on bremañ.

It d'ar gêr, lâret d'am fried,
Donet d'an ifern d'am gwelet

Donet d'an ifern d'am gwelet,
Pa vo arru n' zistroo ket.

Mar karje bout roet hep gout din
An aluzenn e-barzh he zi,

'Vije unan hon daou salvet,
Bremañ hon-daou ez omp kollet ! -

- Ha penaoz reiñ a-hep-gout deoc'h ?
War ar bara oa alc'houezet,

War ar bara oa alc'houezet
Ar bleud el laouer oa merket ; -

- Hag 'vije 'r bara alc'houezet,
Hag ar bleud el laouer merket;

Hag ar bleud el laouer merket,
An ed en arc'h na sellen ket ! -


Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)