I
Piv ac'hanoc'h-hu a welas, - mordud,
E beg an tour, e ribl an treazh
E beg tour krenn kastell Arvor
Daoulinet itron Azenor ?
- An itron hon eus-ni gwelet, - aotrou,-
E prenestr an tour daoulinet
Drouglivet he jod, du he sae,
Sioul he c'halon koulskoude.-
II
Arru kannadourien un deiz, - en hañv,-
Uhelañ gwad demeus a Vreizh,
Sternoù arc'hant, dilhad melen ;
Kezek glas, frank ha ruz o froenn
Ar gedour aba o gwelas, - o tont,-
Da gaout ar roue a eas
- Setu daouzek o tont d'al lae,
Digoret vo ar perzhier d'he ?
- Ra vo ar perzhier digoret,- gedour,-
Ra vint seder digemeret
Ra vo savet an daol timat
Pa zigemer, digemer mad.
- A-berzh mab hor roue 'm omp deut, - aotrou,-
Da c'houlenn ho merc'h da bried,
Da c'houlenn ho merc'h gant enor,
Da bried ho merc'h Azenor.
- Losket a-walc'h a vo gantañ, - va merc'h,-
Paotr uhel ha koant, a glevan;
Koant hag uhel va merc'h ivez,
Kuñv evel evn, gwenn evel laezh.-
Eskob Is eured a lidas,- laouen-
Ha pemzek deiz krenn a badas ;
Pemzek deiz banvez ha koroll ;
An delenourien en o roll.
- Da eo ganeoc'h va gwreg iolis, - bremañ,-
Ma 'z aimp-ni d'ar gêr war hor c'hiz ?
- Ne ran forzh, va fried nevez,
Lec'h a yefec'h, me yey ivez.-
He mamm-gaer evel m'he gwelas - arru-
Gant an erez-tag a vougas
Ober a ray an holl bremañ
Fouge gant ar beg melen-man !
An alc'houez nevez a garer, - setu !-
An alc'houez gozh a zisprizer,
Ha koulskoude peurliesañ
An alc'houez gozh zo an aesañ.-
Ne oa ket eiz miz achuet, - me gred,-
D'he lez-vab he deus lavaret :
- Da ve ganeoc'h-hu, paotr a Vreizh
Diwall al loar demeus ar bleiz ?
Laket evezh, ma em c'hredet, - sellet,-
Ober a reot mar n'hec'h eus graet
Laket evezh d'ho prud, aotrou,
Miret ho neizh deus ar goukou.
- Ma e-leal am c'helennet, - itron -
Bremaik hi a vo bac'het
E-barzh an tour krenn vo laket,
Hag a-benn tri deiz vo devet.
III
Ar roue kozh 'dal ma glevas - ar vrud -
Leizh e galon gouelañ 'reas
Ha sachat deus blev gwenn e benn :
- Gwa me ! gwa me ! dre ma on hen !-
Ar roue kozh a c'houlenne - paour-kaezh !-
Gant ar verdeidi neuze :
- Merdeidi, na nac'het ket :
Daoust hag emañ va merc'h devet ?
- Ho merc'h ned eo ket devet c'hoazh,-
Devet a vo a-benn warc'hoazh ;
'Mañ-hi atav e beg an tour,
O kanañ he c'hlevis neizheur.
O kanañ he c'hlevis neizheur, - aotrou -
Kanañ sioul, - o ! - kanañ flour :
«Ho pezet, ho pezet truez,
Truez outo, o va Doue ! »
IV
Azenor o vonet d'an tan, - an deiz -
Ken dibreder evel un oan,
Gwenn he dilhad, ha diarc'hen,
Flak war he skoaz he blev melen.
Azenor o vonet d'an tan - paourez -
Holl a lare bras ha bihan
Pec'hed eo, sur, pec'hed marvel
Deviñ ur c'hwreg tost da c'henel !-
Holl hirvoude bras ha bihan, - en hent -
Nemet he mamm-gaer he-unan :
- Ned eo ket pec'hed nemet mad,
Mougañ an naer gant he c'hofad
Plantet c'hwezh, tanourien seder, - plantet.-
Ma pego an tan ruz ha taer !
- Plantomp c'hwezh, paotred, d'an tizh-vat,
Ma pego an tan-mañ ervat
Kaer en devoant c'hwe'añ ha c'hwe'iñ - c'hwe'añ -
Na bege an tan dindani;
C'hwe'iñ, c'hwe'añ, c'hwe'añ, c'hwe'iñ,
Na zeue an tan da begiñ.
Ar penn-barnour dal' ma welas - ar bec'h -
Souezhet a-grenn a chomas
- Boemet, 'mechañs, an tan ganti ;
Pa na zev ket, ret he beuziñ !
V
- Petra war vor hec'h eus gwelet ? - merdead, -
Ur vag heb roeñv na gouel ebet
Ha war an aros, da sturier,
Un ael, e eskell digor-kaer.
Ur vag war vor a welis pell, - aotrou ;-
Ur c'hwreg enni gant he bugel,
He bugelig deus he bronn wenn,
'Vel ur goulm ouzh ribl ur grogen.
Deus he geinig noazh a boke, - boke -
Ha dezhañ ker kaer a gane
Toutouik-lalla, va mabig
Toutouik-lalla 'ta, paourig.
Mar ve da dad ha da welfe, - va mab,-
Ganout-te fouge en defe
Mes siwazh ! n'az kwelo nepred,
Da dad, paourig, a zo kollet.-
VI
Kastell Arvor zo saouzanet - avat -
Ma eo bet biskoazh kastell 'bet,
Strafuilh bras a zo er c'hastell
Ar vamm-gaer zo' vont da vervel.
- An ifern em c'harz zo digor, - lez-vab, -
En an' Doue ! deut-hu d'am skor !
Deut-hu d'am skor, me zo daonet!
Ho pried c'hlan am eus gwallet ! -
Ne oa ket he genou sarret - setu -
Setu o tont un naer flemmet
O c'hwibanat, stlejas e meaz
Hag he flemmas hag he mougas.
Hag he lez-vab e-meaz raktal, - ha kuit -
Ha kuit trezek ar broioù all
Hag eñ war zouar ha war vor,
O klask keloù deus Azenor.
Klasket en doa war-zu sav-heol - e c'hwreg -
Klasket en doa war-zu c'huzh-heol;
Klasket en doa war-zu c'hreizteiz,
Er c'holern ivez he c'hlaske.
Pa zouare en enez vras, - war-dro,-
Ur paotrig eno war an treazh,
Hag eñ o c'hoari 'tal ar red,
O tastum kregin 'n e roched.
Melen e vlev, glas e lagad, - glas-mor, -
Heñvel ouzh Azenor, avat
Ken a lak kalon mab a Vreizh
Da huanadañ en e c'hreiz.
- Piv eo da dad, va bugel-me, - piv eo -
- N'am eus hini nemet Doue -
Kollet tri bloaz zo neb a oe
Va mamm a ouel o koun da se
Na piv da vamm, na pelec'h eo ? - mabig.
- Kannerez, aotrou, 'n hani eo,
Na hi du-se gant an toalioù.
- Na deomp-ni d'he c'havout hon-daou.-
Ha da beg e dorn ar bugel - a-raok -
Hag i da zont trem 'ar stivell ;
Hag o tont e virve ar gwad,
E dorn ar mab ouzh dorn an tad.
- Va mammig kaezh, sav alese, - ha sell :-
Setu va zad ! askavet eo !
Setu va zad a oa kollet;
Ra vezo Doue kanmeulet !-
Kanmeulet ganto oe Doue, - ker mat,-
A zas an tad d'ar vugale
Distroiñ reont laouen da Vreizh.
Bennozh an Drinded gant an treizh !
Paroles2Chansons dispose d’un accord de licence de paroles de chansons avec la Société des Editeurs et Auteurs de Musique (SEAM)